ar Baourerion da Santez Anna
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Da’m breur
Ton : Santez Anna
Pariz, ar 17 a viz Mezheven 1838
Selaouit-ni, perc’herinerion
A z-a da Santez-Anna :
Ho pet truez diouzh paourerion
’Zo dastumet amañ :
Sellit, gwelit hon treboulioù,
Allaz ! N’en deus ket brasoc’h !
’Vidomp emañ holl ar poanioù,
Al levenez zo ’vidoc’h !
Da vintin c’hwi zo digousket
War ur gwele dous ha kaër ;
Ar paour war an douar astennet
A gousk dindan an amzer !
Da greisteiz ha pa son ar c’hloc’h,
Ho merenn zo aleijet :
Ar paour, ma ne resev ganeoc’h,
N’en devo merenn ebet.
D’ar goañv ha pa gouezh an erc’h*, [W erh]
Ez oc’h gwisket tomm-mat ;
Ar paour lies a gouezh hep nerzh*, [W nerh]
Sklaset ’vel un enevad* ! [emzivad]
An tan en ho oaled a splann ;
Ho ti zo leun a dommder :
Ti ar paour, hag e vefe klañv,
A zo ur c’hraouig dister.
D’ar sul, pa y-it d’an oferenn,
C’hwi a wisk ho traoù brav !
Hep diforc’h, d’ar sul ’vel a-gent,
Ar paour a zo paour atav !
En iliz mem’, o tra kalet !
’Vidomp ’vel ’vidoc’h kenkoulz,
Pell diouzh an aoter forbannet,
Ez omp evel tud kakous !
Kaezh paour, evit klask da dammoù,
Pa y-ez a zor da zor,
Ar vugale diouzh o mammoù
Buan a guzh a-raok ar paour !
Ar c’hi, pa z-a un den pinv’ik,
Chomet don evel un oan*, [W oén]
A harzh, mar tostaez un tammig,
’Evel enep d’ur fall zen.
D’ar paour, oh ! Pezh un tarzh-kalon,
Tremeniñ war an douar,
Forc’het a bep koñsolasion
Ha beuzet er glac’har !
Oh ! Pezh ur vuhez ankenius
A stlej hen bet’ ar vez !
Ar marv ken c’hwerv d’an dud eürus,
Her c’hav hen leun a joa* ! [W joé]
Ar p[a]our, en eur-se ken euzhus,
N’en deus keuz da netra ;
En neñv e kred e vo eürus
Gant Jezuz ha Maria !
En neñv e welo e Salver,
’Veltañ paour war an douar ;
War e benn gronnet a splannder,
Ur gurun a vo hep par.