an Ael mat
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Mem’ ton
Evit gwarantiñ hon ene[añ],
Doue a lak’ e-tal pep-unan
Ur spered mat, glan ha santel,
’Zo anvet Ael ! (bis)
Grataat a ran e vin sentus
Diouzhoc’h, m’Aelig karantezus,
Hag e serrin groñs diouzh Satan
Dor ma ene[añ] ! (bis)
An hentoù mat diouzh ar re fall
N’anav’an ket ’vel ur c’heizh dall ;
Sklêrderit-me gant ho sklêrder,
Aelig, ma breur* ! (bis) [W brér]
Aelig, harpit-me gant ho prec’h ;
Ma ne’m dalc’hit, n’hellan ’met kouezh* ! [W couéh]
Ne ran ket forzh a Lusifer
Ganeoc’h, ma breur*. (bis) [idem]
Pa’z ay ar bed, gant e ardoù,
Da’m lousaat en e liammoù,
Kuzhit-me ’dan* ho tivaskell, [dindan]
Ma breur, an Ael. (bis)
Pa vin solitet da bec’hiñ,
Savit ho mouezh ha lârit din :
Ma breur, oh ! petra a rez-te ?
Salv da ene ! (bis)
Pa gavin kalet al lezenn
’Zo ret heuliñ bout kristen,
Lârit : c’hoazh un nebeud tristezh…
Emberr… an ne[ñv] ! (bis)
M’aelig, oh ! Mil gwech trugarez !
Trugarez ’vit ho karantez.
A ma zu, me ’venn ho kariñ
Bet’ na varvin. (bis)
Me ’venn ganeoc’h nijal d’an neñv*, [W nean]
Gant ho kan unaniñ ma c’han ;
’Vit birviken me ’venn ivez
Meuliñ ma Doue. (bis)