an Nevez-Amzer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Aet eo ar goañv kalet en e doull du bremañ ;
Ar skorn, ar grizilh, an erc’h en deus kaset gantañ ;
Digor eo ar mammennoù, hag an dour sklêr a red
Er stêrioù hag er pradoù, glas eo ar geot, an ed.

An heol a darzh, beure mat, lugernus ha laouen,
Ha kerkent ar bleunigoù a drid, a sav o fenn ;
An holl labousedigoù e-tal o neizh a gan ;
Breizh ker, pegen brav ’out-te, gant dudi ez kwelan.

Displegañ ’ra kalz delioù war ar strouezh, ar gwez,
Bet o deus digant Doue forzh dilhadoù nevez ;
A bleuñv-lann, ar bleuñv-balan war ar maezioù a sked,
En o zouez deñvedigoù a fring evel pesked.

Ar spern hag ar gwez-aval, ’vel an erc’h a zo gwenn ;
Diwezhatoc’h, gant o frouez, e plegint holl o fenn ;
Avaloù kalz a vezo, ar gwin melen fonnus,
Ha ganeoc’h, ma c’henvroiz, ar stok gwer dudius.

Deuet eo ar gwennili, d’ober predoù kelien,
Da stagañ en ur c’hornig e neizhig pri kempenn ;
Ar big, ar vran, ar gegin a oar kroaziañ sparloù
War ur skourr uhel ha bresk da c’horiñ o vioù.

Ar goukoug, debrer preñved, gant e floc’hig bihan,
Eus an eil gwezenn d’eben e anv brav a gan ;
O vezañ m’eo didalvez, e oar mont da zezviñ
E neizh an evned munud, hag o lez da c’horiñ.

War grab ar c’harzh, oc’h heoliañ, e c’hoari ar glazard,* [al loen-stlej] 
A-us dezhañ, er wezenn, e richan ar glozard*, [an evn] 
An naer-galet, ar wiber, rodellet da gousket,
A za kuit en ur fic’hañ raktal m’int dihunet.

Ar c’hilhog, en ur rodañ, kendroet gant e yer,
A gerzh er gwenodennoù, ’vel ur priñs ouesk ha taer
Prest atav d’en em gannañ. Ma na vez ar roue
E stourmo hag e trec’ho, kanañ ’raio goude !…

E korn ar prad dourennek, war ur plankenn gwintet,
Diarc’hen, ar mevel bras a droc’h ur bec’h geot med ;
War-laez ar feunteun vihan a zo en e gichen
Eo deuet da evañ dour ar voualc’h beg melen.

En tu all, war grab ar roz, e weler an alar
Oc’h ober ervennoù heiz gant he bommoù douar,
Ar piked hag ar brini a zebr ar preñved gwenn
A za da chwiled-derv hag a fraoñv en dervenn.

Ar binioù a glevan e traoñ-park ar c’houldri,
Ar mesaer zo eno gant ar saout o peuriñ ;
D’an heol, a za da gousket en e wele seiz ruz,
Heklev Breizh-Izel a gas an hini gozh diouzhtu.

Mouezh skiltr ar vugaligoù, o c’hoari en hent glas,
P’eo deuet ar pardaez, a-bell, a glevan c’hoazh,
Ha kan al labourerien, o tont, dre an hent moan,
War-eeun d’ar vereri gozh da zebriñ yod d’o c’hoan.

Tud ha loened zo lirzhin ; ar bleunioù hag ar gwez
A zo distro, gant Jezuz, adarre d’ar vuhez ;
Plegañ ’reont d’al lezenn a zo roet dezho…
Heuliomp holl ar gourc’hemenn ha greomp evelto !…