ur Veaj e Brest

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Bobl (ar)
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Bimbao, goude bezañ rostet ur c’hornad butun ouzh taol, a savas war ar pont da sellet ouzh an amzer, ar Peul a heulias anezhañ.

– Ma ? An oabl a zo glas adarre, an avel aet er roud vat ha sioulik, ar mor plaen evel ul leun heol.

« Krediñ ’ran e c’hellin bremañ troc’hañ hent war-zu Brest, rak hast am eus da zegouezhout evit gouzout pegement e werzhin va marc’hadourezh.

« Alo paotred ! Pep hini d’e labour, savit an eor, hag en hent evit Brest.

Un hanter eur goude, ar Goulmig, kaer da welet gant he divaskell wenn digor, a gerzha bravik war ar mor glas.

Fistoulig a zo o c’hwibanat war ar pont, ar Peul a renk an traoù el lestr, Bidoch a zo krog er stur, Sikraouig, paotr ar bezhin hag ar c’habiten a zo o kontañ er gegin.

Paotr ar bezhin a ziskouezas buan d’ar c’habiten n’oa ket deskard en e vicher, labourat a rae gwellañ ma c’helle evit plijout d’e vestr nevez, a oa bet ken mat evitañ.

Sentiñ a rae hep grozmolat, ha n’eus forzh peseurt kefridi a veze roet dezhañ da ober, er grae raktal.

Pignat a rae ken buan ha Fistoulig e beg ar gwernioù daoust d’e oad bras.

Ar mevel bihan o welet kement-se a oa deuet buan da gaout kasoni outañ, ha kavout a rae dezhañ e oa gwelloc’h deuet d’ar c’habiten egetañ.

Un devezh diouzh an abardaez, paotr ar bezhin, skuizhet gant al labour tenn, a c’hourvezas e-kichen e stur: buan Fistoulig a yeas da c’houlenn ouzh ar c’habiten hag eñ en doa kemeret paotr ar bezhin en e lestr evit kousket ?

– Aze emañ, sellit, astennet e gozh kroc’hen gantañ un eur zo, ha me zo va-unan oc’h ober al labour !

– Te Fistoul fall, a zo droug ennout abalamour ma’z eo paotr ar bezhin kant gwech gwelloc’h egedout !...

« Karet a rafes, a ouzon ervat, e taolfen anezhañ war e benn er mor, mes laka evezh na yafes da gentañ, rak te n’out nemet un tostenner, ur gatellig.

« Ouzhpenn, n’out ket divlam da-unan, rak ur pennadig zo e kav din e rez lez d’am boutailhoù hag ivez d’am yalc’h-butun.

« Kerkent ma vez troet va c’hein, pe pa vezan aet da gousket, raktal e stagez da benn ouzh ar boutailhadoù lagout, hag en deiz all neketa, em boa tapet ac’hanout o kargañ da gorn gant ar butun a oa em yalc’h.

« Krediñ ’ran ez eo gwelloc’h dit deskiñ gounit bara, a-raok deskiñ derc’hel ur c’horn en da veg.

« Rak-se ’ta, serr da c’henoù, rak me zo bras a-walc’h evit gouzout petra ’m eus da ober eus an eil hag eus egile ac’hanoc’h, hag e lavaran dit, biskoazh n’eo bet plijet an dostennerien din.

Koulskoude an amzer a dremen buan, hag ur miz a zo abaoe m’eo kavet paotr ar bezhin war ar roc’h du-se e-tal Konk-Gall.

Hemañ zo deuet bremañ kalz cheñchamant ennañ, e vizaj a zo bravaet, gwennaet, lartaet, hag e gorf n’eo mui gouliet gant ar bezhin.

Bremañ ivez e oar galleg, ha zoken meur a c’her brezhoneg en deus desket, rak alies ne veze komzet nemet ar yezh-se el lestr.

– Sell, eme Fistoulig d’ar Peul, gwelet a rez du-hont en dremmwel tour-tan Enez-Werc’h ?

– Ya ! Ha prestik e vezimp e Brest, nemet daleet e vijemp du-se war-dro Eusa, rak eno e vez alies fall ar mor.

E-pad an noz e veajjont, ha diouzh ar mintin d’ar sav-heol, e welont splann tourioù-tan Konk-Leon. War-dro kuzh-heol e tegouezhjont e Brest.

Holl nemet ar c’habiten ha Sikraouig, ez ajont da ober un dro e kêr diouzh an noz.

D’ar mare-se kêr Brest a oa bihanik, n’oa ket kement na tost a goñvers enni evel a zo hiziv.

Koulskoude ar baotred o doa kavet an tu da ober bep a sac’hadig, ha paotr ar bezhin koulz hag ar re all, a oa ruz o c’hribell o tegouezhout el lestr da zek eur diouzh an noz.

Antronoz e voe ret diskargañ an traoù, o c’has e kêr hag o gwerzhañ.

Eizh devezh oa padet al labour, hag ar c’habiten lorc’h ennañ, en doa bet kalz arc’hant evit ar marc’hadourezh peñseet.

Pemp mil lur a gonte evit kouevr, mil lur evit houarn ha plom, daou vil lur evit barrikennadoù boeson, daou vil lur evit marc’hadourezh all a bep seurt.