Paolig Lusifer

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Bobl (ar)
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Ar c’habiten Bimbao, goude ma voe debret dijuni, a c’halvas paotr ar bezhin da zont d’e gaout :

– Sell ! Laka tan war da gorn, hag aze em c’hichen, rak ezhomm hon eus hon-daou en em glevet evit rannañ etrezomp ar madoù laeret.

« Va soñj eo roiñ dit ar bevarenn gentañ, ha derc’hel evidon an eil. An hanterenn a chom a vezo d’ar pevar martolod. Krediñ a ran e vezo brav an dra-se evito, ha ni ivez a vezo kontant. Te a zo dleet al lodenn gentañ dit, peogwir ez peus diskuilhet an taol-kaer da ober hag ivez peogwir dre da ijin out deuet a-benn da laerezh ur seurt bagad danvez. An eil a zo dleet din-me, peogwir em eus risklet va buhez ha va lestr evit kaout ar madoù. Ar rann all n’eo ket re etre pevar martolod o deus poaniet e-pad ar veaj hir. Setu aze va soñj, krediñ a ran e vezo ivez da hini.

– Kabiten !... betek hiziv omp bet mignoned, mes mar hoc’h eus c’hoant e vijemp c’hoazh, eo ret deoc’h reiñ din ar pezh a c’houlennin ouzhoc’h : gouzout a rit eo me am eus kavet an taol-kaer-mañ da ober, bleinet em eus al lestr betek an Enezenn, sonnet em eus o izili d’ar gwardoù, hag evel-se miret ouzh an dud hag ouzh al lestr da vont e strad ar mor. Mard oc’h eta pinvidik hiziv, oc’h dleour din-me eus a gement-se.

– Gwir a-walc’h a lavarez, mes ivez, gra bremañ ur sellig war da amzer dremenet : gwel e peseurt stad truezus e oas du-se dilezet war aodoù Breizh, gwel da gof goullo hag ar bezhin o vroudañ da gorf gouliet. Piv en deus da zegemeret evel ur breur, piv en deus tennet ac’hanout er-maez eus ar fank, piv en deus roet dit da zebriñ ouzh e daol, ha piv en deus da wisket ken dereat ?

« Soñj eta en amzer ma oas du-se dindan ar gwall amzerioù o c’houzañv pell a oa an naon, ha ma’z out eürus hiziv, lavar din ivez da biv out dleour eus a gement-se ?

– Me, kabiten, ne glaskan ket arc’hant, an aour melen ne ra vad ebet din, mes... ene unan bennak eus al lestr-mañ a rankin da gaout hep dale, pe emaoc’h holl gant ho madoù e strad ar mor don !...

Ar c’habiten a lezas d’ar c’homzoù-se ur youc’hadenn hag a chomas mantret. Ar pevar martolod spontet, a deuas en e gichen... Goude ur pennadig a vantridigezh, ar mestr a respontas :

– A ! Te eo Lusifer neuze !... Ma ! Sell ! Tenn ar soñj-se kentañ ma c’helli diouzh da spered, pe m’en tou dit, war va feiz a Vreizhad, hep dale da benn a vezo faoutet.

– Lakait evezh, kabiten ! Rak ma ne roit ket din a galon vat un ene, me ouezo kemer ac’hanoc’h-holl, hag ober diouzhoc’h ar pezh am bezo c’hoant.

– O ! Evelkent, Paolig, e rabati, ha ma n’ez peus ket santet roudoù ivinoù paotred Breizh o vont en da lêr c’hoazh, prestik e ri, rak m’en asur dit, koll a rez da amzer o c’hortoz un ene ac’hann.

– Evit va ene-me n’en devezo ket ! Eme Fistoulig.

– Alo paotred ! Hardizh ha bec’h ! Ha taolit an diaoul-se er mor !

Kerkent hag ar ger, ar Peul a vriataas Lusifer, ha Fistoulig a grogas en e zivesker hag en taoljont er mor. Ar baotred o welet Paolig oc’h en em zifretañ, a c’hoarzhe hag a youc’he :

– Klask mat hag e kavi a-walc’h a eneoù pesked !

Mes Paolig, war-neuñv, a heulie ar Goulmig, hag en un taol-kont, an avel a deuas da vezañ kreñv, ar mor a rustae, hag a venne bep ar mare lonkañ al lestr.

Koulskoude, e-keit ma oa pep hini gant e labour, Paolig a savas al lestr. Kerkent ivez e voe liammet e gorf dezhañ, ha taolet er giz-se en un toull don el lestr. En toull teñval-se, stag ouzh ur peul en doare ma ne c’hello mui fiñval na treid na daouarn, Paolig a sante ar razhed hag al logod o krignat dezhañ bep ar mare e gostezioù.

Noz eo, hag ar mor a gendalc’h da vezañ rust, an avel a ziroll gwashoc’h-gwazh, ha war-dro unnek eur ar wern vras a dorras, ar gouelioù a gouezhas war ar pont, ar stur a faoutas o stokañ ouzh ur roc’h. Bremañ ar c’habiten, diaes-bras e spered, en em ro da ouelañ, hag e vartoloded, dispont koulskoude a skuilh daeroù c’hwerv, pa soñjont emaint o vont da goll o buhez. Ar c’habiten, er-maez anezhañ e-unan, a ziskenn neuze e strad al lestr evit kaozeal groñs da Satan.

– Te eo a zo kiriek eus a gement-mañ, mes a-benn pemp munut, ma ne deu ket ar mor da vezañ doñv ha plaen, ar Peul a faouto dit da benn. Rak-se ‘ta soñj ervat !

– Gwir a lavarit ! Me eo a zo o lakaat ar mor da vezañ rust ! Lazhit ac’hanon, mar karit mes neuze pevar diaoul all kalz gwashoc’h egedon, a deuy em lec’h. Neuze avat, kenavo d’ho puhez, kenavo d’ho tanvez !

Ar Peul, pa glevas ar c’homzoù-se, a savas e vouc’hal a-us penn Paolig. Kerkent hemañ, goude bezañ torret ar peder chadenn houarn a liamme anezhañ, a sav en e sav, hag a sell ouzh an daou Vreizhad, e zaoulagad ruz-tan evel daoulagad ur bleiz. Spouronet-holl, ar c’habiten hag e genseurt a gemeras trumm an tec’h, hag a deuas war ar pont. Paolig a heulias anezho, ha neuze a lavaras :

– Respont din, kabiten, roiñ a ri pe na roiñ un ene da Baolig !

– Morse ! Eme ar Breizhad, rak ni amañ holl a zo kristenien, diaoul ebet n’en devezo perzh en hon eneoù !

Krak ! Krak ! A reas ar Goulmig o faoutañ dre an hanter...

– Klevet a rez, kabiten, n’eo ket va fenn-me eo a zo o faoutiñ, mes da lestr !... Graet eo an traoù dit, rak da lestr ha da zanvez a zo war ar reier, ha bremaik e goueled ar mor !...

Kerkent hag ar strakadennoù, youc’hadennoù skrijus ar vartoloded o vont da veuziñ, a erruas betek divskouarn ar c’habiten.

– O va mamm baour ! Emaon o vont da goll ! Eme Fistoulig.

– O itron Varia Wir-Sikour, sikourit ac’hanomp ! A lavaras ar Peul.

– Aiou ! Aiou ! A lavaras Sikraouig, emañ graet ganin, va c’hof zo dija leun a zour !

– Ur vunutenn all a roan deoc’h c’hoazh evit ho saveteiñ pe ho koll da viken ! Promet, kabiten, reiñ din ene unan bennak eus ar re zo bremañ el lestr, hag e vefoc’h saveteet holl c’hoazh !

– Ma, trec’h out din, ha prometiñ a ran dit ez pezo un ene pa zegouezhimp en Aber-Nevez.

– Sin din gant da wad war ar paper-mañ, rak anez ne vijen ket divlam dirak va mistri.

Kerkent ma voe sinet, an avel a davas, ha Paolig gant un nebeut ardoù diaoulek, a gempennas ar Goulmig, hag he zennas diwar ar reier.

– Ya ‘vat ! Eme Bidoch, rak me soñje din ha paneve em boa dalc’het krog mat er wern-vizan, em bije ranket reiñ va c’hig da zebriñ d’ar pesked.

– Ha me, eme Sikraouig, a zo bet o neuiñ ha dija e oa ouzhpenn hanter-leun va c’hof a zour-mor, pa’m boa gallet kregiñ en eor ha sevel el lestr.

– Alo ! Peoc’h gant an dra-se, a lavaras ar c’habiten, ha deomp d’ar strad da welet ha beuzet eo ar varazhad gwin-ardant. Kerzh davet daou litrad Fistoulig, ne vezo ket re deomp, evit ar spontadenn hon eus bet, Paolig, daoust ma’z eo Paol a-walc’h, a evo ur banne ganeomp ivez.

Ar baotred a yeas ouzh taol, ha Fistoulig a deuas gant daou litrad lagout. Paolig a lonkas hep distagañ, un hanter litrad, ha goude un hanter litrad all. Skuizh gant ar c’holl-kousket, ha mezv-dall, Paolig en em roas da gousket e strad al lestr, diroc’hal a rae gwashoc’h eget ur pemoc’h-gouez.

– Bremañ, paotred, peogwir eo kousket Paolig, e c’hellan aesoc’h kontañ deoc’h ar pezh a zo c’hoarvezet. Gwelet hoc’h eus koulz ha me e peseurt stad truezus e oa lakaet ar Goulmig en noz tremenet, ha gwelet a rit pegen buan e kerzh bremañ war ar mor. Ma ! Evit saveteiñ hor buhez hag hor madoù, ez eo bet ret din sinañ gant va gwad, reiñ da Baolig ene unan bennak eus al lestr. Ret e oa din ober, pe bezañ kollet, ha graet em eus. Mes krediñ a ran, pa zegouezhin en Aber-Nevez, e ouezin tennañ un taol finesa dezhañ, un dro lous, evel a vez lavaret.

– Ne vefe ket diaes deomp, eme Fistoulig, terriñ e benn outañ bremañ pa’z eo kousket, hag en taoler er mor.

– Nann ! Nann ! Gwashoc’h eget paouez a rafemp, lazhit hemañ, unan all kerkent a gemero e blas, pe zoken pevar, hervez en deus lavaret din. Rak-se ‘ta lezomp anezhañ peogwir n’omp ket evit en em zizober dioutañ, ha kemeromp nerzh-kalon ha fiziañs.

Koulskoude, al lestr a gerzh noz ha deiz, ha bremañ ar vartoloded a wel dirako douaroù an Danmark. Un devezh diouzh ar mintin Fistoulig, ur banne sonn dindan e fri, a welas Paolig azezet e-unan er penn uhelañ eus al lestr, o vutunañ ur c’hornad butun :

– Te zo ur paotr koant bremañ avat ! Gwelet a ran e sav dit kerniel hir evel re ur bouc’h, e kostez da benn, ha da dreid, evel a welan, a zo heñvel ouzh re ul loen-kezeg. Mes n’eo ket da c’hened eo a blij din ar muiañ, mes da galloud. Klevet em eus kontañ, gwechall pa oan bihan, e oa kalz mammoù hag a werzhe o bugale d’an diaoul evit kaout digantañ kalz arc’hant evito; darn all a veze savet dezho en un nozvezh, tiez kaer gant Paolig. Me avat, ma prometit roiñ din kalz arc’hant ha ma savit din un ti nevez, a zo kontant da reiñ deoc’h va ene ivez.

– Ma ! Pinvidik-mor e vezi !

– Ur plac’h yaouank koant am eus c’hoant da gaout ivez, Paolig !

– Hag ez pezo, unan eus ar re gaerañ hag eus ar re binvidikañ a zo war douar Breizh.

– Mat eo neuze ! Gwelet a ran, kaer em eus redek ar mor, n’on nemet paour, ha bemdez e riskl va buhez.

Sikraouig a glevas an daou gañfard-mañ hag a c’halvas Fistoulig da zont d’er c’haout.

– Perak, genaoueg out aet d’en em werzhañ d’an diaoul-se. Kred ac’hanon, ha kerzh raktal da zislavaret da gomzoù, rak morse eurvad ebet n’az pezo gant arc’hant hag aour an diaoul-se. Gwelloc’h eo bevañ paour ha direbech, eget bezañ pinvidik, ma vez noz ha deiz ar morc’hed o krignat ar goustiañs. Kerzh eta buan da zislavaret, hag arabat e vezo dit bezañ diskiant a-walc’h da grediñ kement komz flour a lavaro Paolig dit evit esa da dapañ en e lasoù. Gant a ri pas dit sinañ gant da wad, rak adalek neuze e vijes dezhañ.

– O Paolig ! Me oa mezv bremaik pa oan bet ouzh ho kaout ! N’eus netra graet heñ ! Ne fell ket din a briz ebet bezañ pinvidik, ma rankan gwerzhañ va ene evit bezañ, rak ar gwalleur va heuilhfe a-hed va buhez, birviken n’em bije plijadur gant arc’hant an diaoul.

A-benn ur pennadig goude, war-dro eizh eur, ar c’habiten, chomet diwezhat en e gambr, a savas war ar pont hag a lavaras :

– Gwell a se, eme Sikraouig, evidon-me ne nac’han ket, em eus hast da ziskenn en douar adarre, ha dreist-holl war douar Breizh, hor Mammvro muiañ-karet.

– Soñjal a ran chom eno da zihan e-pad tri pe bevar devezh e ti ur yontr am eus eno, ur breur d’am mamm, ha bet ofiser gwechall. Alies en deus skrivet din, ha bep tro e pede ac’hanon da vont d’e welet, mes biskoazh ne gavis an tu da vont.

« Bremañ p’emaon e tro vrav, e vezo koulz din mont. Kontant e vezo da welet e niz, bremañ dreist-holl, peogwir em eus ur c’heloù mat da roiñ dezhañ, keloù ar binvidigezh. Soñjal a ran ivez e lavaro din pediñ ac’hanoc’h-holl da zont da bredañ davetañ, ha ma ne rafe ket, me zegasfe da soñj dezhañ.

– Ac’hanta Paolig ! N’eo ket ‘ta on eus ur c’habiten mat ! Soñj ‘ta, eme Fistoulig, ez aimp da goaniañ da di yontr ar mestr, da di un ofiser kozh ! Feidazampo ! Eno kredabl, ne vezo ket an traoù eus ar pikotin pa erruimp-ni, ha marteze zoken e vezo merc’hed yaouank o servijañ !... Che ! Na pebezh sac’had ! Na pebezh tortad a rin-me en devezh-se !

– Ma ! Nondenbidon ! A lavaras Paolig, ret e vezo din mont ivez da welet ho yontr, kabiten. Koulskoude avat ne blij ket kalz ar c’hêrioù bras din, rak re a lamponed a zo enno, hag aon am befe peurvuiañ ouzh va lêr. Evelato ! Da goaniañ ec’h asantin mont ganeoc’h, mes ouzh sklêrijenn an deiz ne valein ket e kêr.

– Paolig en deus aon na ve gwelet e gerniel hag e dreid loen gant an dud, rak ma vije gwelet o vale er giz-se dre ar ruioù, e ve tennet warnañ ha goude-se ne vefe Paolig ebet ken, a lavaras Fistoulig.

– Gwir a lavarez, Fistoul daonet.

– Mes mar karez Paolig, me lavaro dit petra da ober evit kuzhat da gerniel.

– Petra ‘ta ? Fistoul.

– N’ez peus netra da ober nemet prenañ pe lakaat prenañ dit e kêr, un tog a bevar estaj, ur bidon, evel a vez lavaret, ha gantañ ez pezo an aer eus un aotrou bras, resevet mat e vezi gant an holl, daout ma n’out nemet un diaoul.

– Ar pezh a lavar Fistoul a zo gwir avat. Hag un tog er giz-se a rankin da gaout hiziv, evit kuzhat va c’herniel ! Mes va zreid loen, penaos e kuzhin anezho ?

– Ba ! Meur a hini o deus treid boull ! Ha neuze ! Da dreid a vezo kuzhet dindan an daol, den ne soñjo en traoù-se...

E-keit ma oa Fistoulig ha Paolig o tiviz, an heol a ziskenne atav en dremmwel, hag ar Goulmig a dostae buan ouzh porzh an Aber-Nevez. An heol a oa kuzhet pa erruas er porzh.

Ar c’habiten pa voe staget e lestr, a yeas da di e yontr da goaniañ, ha war-dro dek eur noz e voe dizro; ar baotred a oa aet da gousket.

Antronoz Bimbao a lavaras :

– Va yontr a deuy bremaik da greisteiz da leinañ el lestr, rak-se ’ta eo poent deoc’h en em lakaat a-zevri da labourat : te, Peul, a walc’ho al lestr gant Fistoulig, Sikraouig ha Bidoch a briento ar pred. Pa vezo echu gant pep hini e labour, e c’hellfoc’h lakaat dilhad dereat evit resev va yontr evel eo dleet. Me soñj e vezimp pevarzek pe pemzek ouzh taol, ha ma vankefe un dra bennak, e c’hellfoc’h mont e kêr davet ar pezh ho pezo ezhomm.

War-dro unnek eur, ec’h en em gavas ar jav el lestr : ar c’habiten, e voereb, e yontr, teir geniterv ha tri genderv. D’an taol a greisteiz, an holl a azezas ouzh taol, ha Fistoulig a oa lorc’h ennañ o servijañ anezho-holl. War-dro teir eur, an dudjentil a savas diouzh taol, ha yontr ar c’habiten a bedas holl dud al lestr da vont da goaniañ d’e di.

Erruet e oa ar pardaez, hag ar baotred, bleinet gant ar c’habiten Bimbao, a gerzhas war-zu ti e yontr.