ur C’heloù mat !

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Bobl (ar)
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Pa voe gwerzhet an holl draoù, al laeron-vor a gemeras adarre an hent evit dont d’ar gêr da Lannuon.

Ar c’habiten, lorc’h ennañ gant e zek mil lir, a oa azezet e-tal ar stur o vutunat hag o sellet a-gleiz hag a-zehoù.

Paotr ar bezhin a boanie da labourat evit kaout gras vat e vestr a oa ken mat evitañ. E nerzh-kalon a greske, o soñjal e tostae evitañ an eur da welet e dud du-se en Danmark.

Evelato, un devezh diouzh ar beure, ar c’habiten, evel e oa kustum, a oa e-tal ar stur o vutunañ, hag a c’halvas paotr ar bezhin da vont da gaozeal gantañ.

– Azez aze em c’hichen evit diskuizhañ : al lestr a zo goullo, ha Fistoulig a zo gouest a-walc’h da ober an tamm labour.

« Marteze n’ez peus ket butunet pell zo, hag e kavfes mat ur c’hornad ivez ?

– Ya ’vat mestr, mat e kavan ur c’hornad, ha gwechall zoken e oan ur butuner bras.

– Sell, setu va yalc’h, ha setu ur c’horn.

Prestik goude an daou-mañ a daole moged diouto gwashoc’h eget ul lestr dre dan.

Fistoulig avat a selle a-gorn outo, hag e kounnar e yae pa wele paotr ar bezhin o kuzulat gant ar mestr. Koulskoude ne lavare grik ebet nemet d’e genseurted all.

Pa oant o-daou o peurechuiñ o c’hornadoù, paotr ar bezhin a lavaras d’ar c’habiten :

– Selaouit, mestr, un dra a zo war va spered abaoe m’emaon en ho lestr, ha ret eo din diskuilh deoc’h hep argilañ, ar pezh a zo o troidellañ em spered.

– Petra zo ’ta ! lavar din ’ta buan ! Ur sorc’henn bennak douetus ! C’hoant ac’h eus da vont d’ar gêr ?

– N’emaoc’h ket, mestr ! Mes mont a ran da ziskuilh deoc’h fraezh ar pezh a c’hoarvez.

« Lavaret em eus deoc’h on bet pell amzer gant ul laer-mor eveldoc’h.

« Hennezh, ar paourkaezh den-se, goude bezañ serret madoù bras evitañ hag evit e vugale, a oa re bennek, ha dre-se n’oa ket falvezet ganin heuilh anezhañ ken, hat mat em eus graet, rak eveltañ e vijent bet marvet bremañ.

« An den-se ‘ta ne c’houlenne nemet lakaat bern war vern, hag a-benn fin an abadenn e kavas ar marv o vont da laerezh un Enezenn gaer ha pinvidik-meurbet.

– Ya, eme Bimbao, ha goude ?

– A feiz sur ! Kalz kabitened all en e raok a gollas o buhez en toull fall-se.

– Hag e pelec’h emañ an Enezenn pinvidik-se ?

– War-dro pevar c’hant lev diouzh ar penn uhelañ d’an Danmark.

– Mes, ma kollas ar c’habitened all o buhez a-raok degouezhout gant an teñzor, ni marteze a raio ivez, ha ne vezimp ket avañsetoc’h.

– Selaouit mat, kabiten, ha lezit ac’hanon da gontañ deoc’h va istor :

« An Enezenn-se, anvet ar Garnel, a zo pevar c’hant lev diouzh an Danmark, enni gwechall-gozh e oa nav familh eus ar re binvidikañ a oa e Bro-Saoz, ha lavaret a reer em bro, ez eus en Enezenn-se tremen ur miliard a arc’hant.

« Mes avat, diwallet mat eo an teñzor, rak pep hini eus ar manerioù ez eus peder dimezell hag a zo karget da veilhañ noz ha deiz, pep hini d’he zro, evit miret na dostafe den eus an Enezenn.

« Kerkent ma welont unan bennak o tostaat, kerkent e taolont diouzh ur prenestr, ul linenn en dour, ha kerkent ivez, dre vertuz al linenn-se, an dour a verv ul lev tro war-dro, hag ar mor a deu en un taol da vezañ rustañ ma c’hell.

– Fidajampi ! N’eo ket brav tostaat ouzh an dimezelled-se neuze, ha n’eo ket aes kaout o zeñzorioù.

– Selaouit c’hoazh ! Eizh devezh a-raok ma oan bet goulennet gant ar c’habiten evit mont da gas da Vourdel ar garg koad a zo bremañ e strad ar mor, ur vaouezig kozh ha daoubleget a zegouezhas em zi evit goulenn an aluzen, an amzer a oa yen, glav a rae ha gant truez ouzh ar plac’h kozh, e lavaris dezhi dont da dommañ e-tal an tan.

« Va hini gozh, daoust dezhi da vezañ klañv, a roas dezhi ur banne soubenn vat, hag ur pesk.

« An hini gozh a oa ur varvailherez eus ar penn kentañ, gwelet he doa, emezi, kement korn douar a oa er bed, rak bet e oa keginerez war ul lestr a beder gwern.

« Evit troc’hañ berr deoc’h, mestr, ar wrac’h kozh a ziskouezas din du-mañ ouzh an daol, un arc’hig dir.

« Ennañ e oa ur melezourig aour, ha nav alc’hwezig aour ivez.

« Goulenn a ris diganti da betra e servije ar melezour hag an alc’hwezioù.

« Hi a respontas din e oa ar melezour mat da seizañ izili an dud, ha da lakaat an dud da gouezhañ a-stok o c’horf hep gallout loc’h.

« An alc’hwezioù a oa mat da zigeriñ war an holl teñzorioù.

« A-benn mont kuit, e lavaras din e oa bet en he amzer yaouank oc’h ober ur pennad pinijenn en Enezenn a gomzan deoc’h diouti, hag he devoa laeret an arc’hig-se diouzh an eizhvet maner.

« Rak-se ‘ta, emezi, gant an arc’hig-se e c’hellit bezañ disoursi, gant ar melezour c’hwi a seizo izili ar merc’hed yaouank a vezo o veilhañ, ha gant an alc’hwezioù, c’hwi ‘zigoro war an teñzorioù.

– Mes penaos, a lavaris c’hoazh dezhi, e lakain ar melezour-mañ da c’hoari ?

– An Enezenn-se a rankit da gelc’hiañ dre un devezh a heol skedus, hag etre ar bemzek hag un dregont eus a viz ar foenn.

« Pa vefoc’h erruet war-hed ul lev diouzh an Enezenn, da lavaret eo pa santefoc’h ar mor o vrañsigellat, neuze e vezo poent deoc’h treiñ ar melezour etre an heol hag ar prenestr a welfoc’h digor.

« Kerkent ma vezo paret daoulagad ar plac’h yaouank warnañ, emañ-hi d’an traoñ. Un all a deui da gemer plas ar gentañ, hag ar memes tra a c’hoarvezo ganti. Evel-se ivez en em gavo gant an drede hag ar bedervet.

« Lavaret a ran deoc’h, a-benn un eur goude ma vefoc’h komañset da c’hoari gant ho melezour, ar c’hwec’h plac’h yaouank ha tregont, beilherezed ar manerioù, a vezo a-stok o c’horf war leurenn o c’hambroù.

« Goude-se, pep maner a zo magoriet tro war-dro, ha dirak an nor da antreal ez eus ur gloued houarn tev-skrijus, ha diwallet gant daou gi du eus ar re zroukañ.

« N’ho pezo ken tra da ober nemet treiñ adarre ar melezour warno, ha kerkent e kouezhint evel kelien rostet.

« Setu aze petra a roan deoc’h evit o tic’haouiñ eus ar vadelezh hoc’h eus diskouezet din.

« It da laerezh an Enezenn-se, etre ho taouarn emañ an holl deñzorioù.

Pelloc’h goude ne welis mui netra ! Ar wrac’h kozh evel ul luc’hedenn a dec’has kuit eus va zi, e-touez ur vogedenn teñval.

Chom a ris ur pennad mat sebezet, ha va holl izili a grene pa sellen ouzh an arc’hig lezet war an daol gant ar plac’h kozh.

Ur pennad e oan bet o soñjal taoler en aod an traoù-se hag a c’helle dont eus an diaoul; ne greden ket kregiñ enno gant aon e vije deuet diouto diaouloù e-lec’h alc’hwezioù aour.

Koulskoude ec’h en em rentis mestr din va-unan, e krogis en arc’hig dir, en alc’hwezioù, er melezour, sellet a ris outo gant evezh, hag erfin e lakais anezho don en douar e kornig al liorzh...

Koulskoude va spered a zizroas diouzh an traoù-se, ha daou zevezh goude e oan pignet e lestr va c’habiten evit mont gant ur garg koad da Vourdel.

– Gwelloc’h e vije bet dit bezañ klasket raktal ul laer-mor bennak, bezañ en em glevet gantañ evit mont da laerezh an Enezenn-se, eget bezañ pignet en ul lestr hag a dlee bezañ peñseet war mor Bro-C’hall.

– Gwir a lavarit, Mestr, mes va c’habiten a oa un den eus ar re wellañ, prometet em boa dezhañ mont gantañ, ha gouzout a rit, ger un den onest a dalv ur skrid.

– War gement-se, deomp da zebriñ un tamm bennak d’hol lein, ha goude ez aimp adarre da ziviz war an afer grevus-se, mes grik ebet eus an dra-se e-pad leinañ, rak n’em eus ket a c’hoant da ziskuilh netra evit c’hoazh d’ar vartoloded.

Pa voe debret ar pred, Bimbao ha paotr ar bezhin a deuas adarre da ziviz e-tal ar stur, komz a raent goustadik, evel pa n’o dije ket a c’hoant da vezañ klevet gant ar vartoloded.

– Neuze e lavares din ez eo pinvidik-mor an Enezenn-se, hag e kav dit ez eus moian da zont a-benn d’he laerezh ha da dec’het kuit diouzh eno gant an teñzorioù.

– Ya Mestr ! Fiziañs am eus da zont a-benn eus va zaol, ha krediñ ’ran e vezimp holl pinvidik a-benn fin ar bloaz-mañ, ma ’c’h asantit mont gant ho lestr da laerezh an teñzorioù.

– Me, anat eo dit, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget dont da vezañ pinvidik e berr amzer.

« Pemp bloaz a zo emaon o vleinañ ar Goulmig du-mañ, du-hont, o klask un taol kaer bennak da ober, ha kaer am eus poaniañ, va yalc’h a chom goullo, ha gwelet a ran n’eo ket war wellaat ez a an traoù.

« Dre-se em eus soñj da ober va holl fosupl, evit dont a-benn eus an taol-kaer a gomzez din dioutañ.

« Fiziañs am eus en da c’halloud, ha ma ne lezomp ket hor buhez du-se er broioù estren, mar teuomp c’hoazh da Vreizh gant pinvidigezh hag enor, me a ouezo diskouez dit em eus ur galon aour.

« Eus adalek hiziv, va spered a vezo noz ha deiz o soñjal ez eus en ur vro bennak du-se pell-pell, un taol fortun da ober...

« Pegeit a gav dit, a lakaimp da vont eus a Vreizh d’an Enezenn-se ?

– Ur pennad mat, a soñjan, ha gwelloc’h e vezo deomp en em gemeret re abred eget re diwezhat, rak ne ouezomp ket petra espern deomp ar mor en Nevez-Amzer-mañ.

« Gouzout a ran, ur wech ma vezimp degouezhet en Danmark e lakaimp c’hoazh tost da ur miz evit degouezhout e penn hor beaj, rak pevar c’hant lev vor a c’hell bezañ, hervez em eus klevet ar re gozh o kontañ.

« Ac’hann d’am bro e lakaimp ur miz all d’an nebeutañ, rak an amzer a c’hell dont da vezañ fall, pe an avel kontrol deomp.

« Rak-se ’ta kabiten, mar fell deoc’h bezañ pinvidik a-benn fin ar bloaz-mañ, eo poent deoc’h troc’hañ hent war-zu va bro, ha diouzh eno war-zu an Enezenn.

– Ar pezh a lavarez a zo gwir, ha setu-ni e fin miz Meurzh, n’eus mui nemet tri miz hanter ac’hann d’ar bemzek a viz ar foenn.

« Poent eo deomp hastañ, mes deomp da zebriñ hor c’hoan, krediñ ’ran eo aozet gant Sikraouig va c’heginer mat.

Pa voe azezet ar baotred ouzh taol, ar c’habiten a welas buan e oa teñval pennoù ar vartoloded, ne lavarent grik ebet, nag an eil nag egile anezho.

– Perak ez eus droug ennoc’h ?

– Perak ne vemp-ni ket glac’haret a gav deoc’h, o welet ur marmouz kozh e-giz hennezh ! Ne ra ket ur vad war al lestr, n’eo mat nemet da zebriñ ha da evañ, ha c’hwi ho peus er c’hemeret evit ho tad pe da vihanañ evit un den hag a c’heller kaout ennañ ur fiziañs hep muzul.

« En deiz all e lavarec’h da Fistoulig n’oa nemet un tostenner, mes gwelet a reomp bremañ ez eo ret deoc’h kaout ur Gatellig bennak ouzh hoc’h heul.

« Gwelloc’h e vije bet d’ar bezhiner kozh-se bezañ chomet du-se da yudal war e roc’h, eget bezañ deuet amañ da lakaat an dizunvaniezh etrezomp-ni a rae kalz gwelloc’h, ha gant muioc’h a galon vat hol labour neuze eget bremañ.

– Ya sur, eme Fistoulig, gwelloc’h e vije bet deomp bezañ lezet anezhañ du-se da vrennika pe da rigadella, eget bezañ degaset anezhañ amañ da zebriñ an tammoù gwellañ, ha da vezañ enoret evel ur bourc’hiz.

– Roit peoc’h, tammoù lakepoded divalav ! Piv en deus lavaret deoc’h ez eo deuet amañ paotr ar bezhin evit bezañ degemeret evel un den hag a c’heller kaout ennañ ar brasañ fiziañs ?...

« Daoust ha lec’h hoc’h eus d’en em glemm, peogwir e tebrit ouzh ar memes taol gantañ ?...

« Ne fell ket din ec’h en em glemmfec’h eus an afer vras a zo etre paotr ar bezhin ha me, diwezhatoc’h, a-benn nebeut amzer marteze, me a sklêrijenno deoc’h ho spered war gement-se, mes ac’hann di, peoc’h ! Rak me a bretant bezañ mestr da ober eus pep hini ac’hanoc’h ar pezh am bezo c’hoant.”

War gement-se ar baotred a gemeras buan hent o gwele, ne chome war ar pont nemet Bidoch da sturiañ al lestr e-pad an noz.

Antronoz vintin e oa adarre ar c’habiten hag e vignon i kuzulat e penn ar stur.

Al lestr a gerzhe buan, poulzet gant un avel a-dreñv hag an noz oa o kouezhañ war an douar, pa zegouezhas ar Goulmig e porzh Lannuon.

An deiz a oa tremenet mat, rak ar vartoloded o devoa dalc’het soñj eus komzoù ar c’habiten.

Pa oar gant koan, Bombao a lavaras dezho :

– Warc’hoazh ken abred ha ma karfec’h, c’hwi a yelo e kêr da bourmen, da aveliñ ho penn, mes pas deoc’h dont el lestr ma vezit re vezv diouzh an noz.

« Paotr ar bezhin ha me a chomo amañ hon-daou da ziviz diwar-benn un afer grevus a zo etrezomp.

Antronoz vintin, ar baotred n’oa ket bet ret pediñ anezho, hag an heol d’an deiz kentañ a viz Ebrel ne oa ket savet c’hoazh, pa oa ar pevar laer-mor o youc’hal dre ruioù Lannuon.

Koulskoude, sec’hed a savas ganto, ha trumm ec’h azezjont ouzh taol en un ostaleri war hent Brelevenez.

– Degasit deomp bep a vanne kafe, hag ul litrad loko, itron.

Servijet e oant bet raktal, hag e-keit ma oant oc’h evañ, ec’h en em lakajont da ziviz diwar-benn paotr ar bezhin.

– Me, eme Fistoulig, a vefe laouen o c’houzout peseurt afer a zo etre Bimbao hag e gozh bezhiner.

– Marteze, eme ar Peul, emaomp o vont da gas anezhañ d’ar gêr.

« Poent a-walc’h e ve, rak me ya kounnar ennon o welet ez eo deuet ken mat-se da Vimbao.

– Marteze, eme Sikraouig, en deus c’hoant da vezañ lakaet da geginer em lec’h-me !

– Pe da sturier em flas-me, eme Bidoch !

– Selaouit, paotred, a lavaras Fistoulig : ret eo deomp gouzout ar c’hentañ’r gwellañ peseurt afer eo hounnezh, hag evit er gouzout, ez eo ret deomp en em gemer er giz-mañ : ur gwenneg bennak a zo ganeomp holl, hag e vije mat deomp ober hiziv bep a sac’had.

« Emberr pa en em gavimp el lestr, mezv evel sonerien, e lavarimp da Vimbao e vezimp o vont da glask ur mestr all, ma ne vez ket kaset kuit ar brenniker lous.

« Ni zo servijerien gozh, tud a vicher, ne vezimp ket taolet er-maez buan, ha marteze, e-lec’h lezer ac’hanomp-ni da vont kuit, ar mestr a gavo aesoc’h taoler ar bezhiner war e benn er mor.

– Ar pezh a lavarez, Fistoulig, a zo gwir a-walc’h ! Bec’h de’i ‘ta !

« Odivi d’an toull pa c’houll !

Daou litrad a oa aet dija e kof ar baotred, ha Fistoulig a lavaras degas an trede.

– Banne ebet ken, eme an ostizez !

– Petra ! Eme Fistoulig, banne ebet ken ! Evidon-me a lavar hag a lavaro; ul litrad a zo brav etre daou... pa vez unan o sellet !

– Te pikouz fall ! Te a gaoz e-giz-se ! Mes da zaoulagad a zo marv en da benn, hag e karfes kaout c’hoazh a lagout !...

« Ar moc’h pa vez leun o c’hof a ro peoc’h, ha te evit doare, a washa dit !

– Ma ! Ma ! A lavaras ar Peul, ma ne fell ket deoc’h reiñ deomp ken, ni a yelo da glask e lec’h all !

– Kenavo itron.

Ar baotred, en ur c’hrozmolat, a yeas er-maez eus an ti, hag a bignas gant hent Brelevenez.

Kanañ a raent a-bouez o fenn, ha prestik e tegouezhjont e-tal un ostaleri, war-dro un hanter lev diouzh Lannuon.

An ostizez, pa glevas ar baotred o kanañ galleg, a soñjas e rankent bezañ ur vandenn lakepoded bet o kargañ o c’hof en un tu bennak all, hag erru d’he zi da ober freuz.

Prennañ a reas an nor, ha lazhañ a reas ar gouloù. Pa voe degouezhet ar baotred e toull an nor, ha pa weljont e oa prennet, e komañsjont da skoiñ warni a daolioù botoù, evit lakaat an ostizez da zigeriñ dezho.

Homañ n’oa nemeti hag he bugale en ti, he devoa aon, hag a lavaras dezho na zigorfe ket nag evit arc’hant nag evit aour.

Neuze ar baotred a gendalc’has da skoiñ gant o botoù war an nor.

An ostizez a yeas da zistagañ ur pikol ki du, hag a sailhas kerkent war ar pevar laer-mor. Strafuilhet-holl, ar baotred a redas kuit a-raok ar c’hi.

Prestik goude, o brageier diframmet, ha roudoù dent ar c’hi en o divesker, ar baotred en em roas da gousket en ur c’harrdi eus un tiegezh a weljont war ribl an hent bras.

Fistoulig ha Sikraouig a yeas war ur bern plouz en ur c’horn-tro.

Diouzh ar mintin pa zihunjont, Fistoulig a oa leun a gaoc’h-yer e zilhad, ha Sikraouig, a oa kustum da gousket war e gein, a oa leun e veg a gaoc’h.

Goude bezañ en em zigaoc’het un tammig, ar baotred a gemeras trumm hent al lestr, teñval o fennoù, ha poan dezho en o blev.

An deiz a oa c’hoazh o c’houlaouiñ, pa en em gavas ar baotred el lestr.

Neuze ar Peul ha Fistoulig en em lakaas da youc’hal a-bouez-penn :

– E pelec’h emañ ar baotred vat amañ ! E pelec’h emaint ma vezint divouzellet !

– Piv ? Piv a glaskez da zivouzellañ, te marmouz fall ?

Bimbao pa welas an droug a oa e Fistoulig, her stagas ouzh un treust e strad al lestr.

Goude-se ar c’habiten a deuas da gomz gant an tri all :

– E pelec’h oac’h chomet da gargañ ho korf ?

– An dra-se ne sell ket ouzhoc’h, eme Bidoch, mes ar pezh a lavaromp deoc’h bremañ a sell muioc’h ouzhoc’h. Ni a zo o vont kuit raktal, ma ne gasit ket ar bezhiner kozh da vrennika. Rak-se ‘ta grit unan a zaou, roit hor pae deomp hag e yafomp kuit, pe mar fell deoc’h hon derc’hel, lezit da vale ar sac’h bezhin-se.

– Ma fell deoc’h kaout hoc’h arc’hant hiziv, laouen her roin deoc’h, mes a-raok, selaouit va c’homzoù :

« Abaoe m’emañ Paotr ar bezhin el lestr, e welan ac’hanoc’h karget a warizi, diaes e kavit gwelet ac’hanon o komz gantañ. Mes pa glevfoc’h e lakaio an den-mañ ac’hanomp-holl pinvidik hag eürus, ar garantez a gemero en ho kalon, plas ar gwarizi. E gwirionez, an den-mañ e lavar e oar e pelec’h ez eus un Enezenn pinvidik da laerezh, hag eñ hepken a c’hell dont a-benn da ober an taol-se dre e ouiziegezh. Soñjal a ran e raimp un taol-kaer o vont di hag e teuimp pinvidik d’ar gêr. Rak-se ‘ta en devezhioù kentañ e troimp ar Goulmig war-zu an Danmark, e-lec’h e vezimp en hanter hon hent. Setu evit petra e oa Paotr ar bezhin o komz ganin, ha setu petra a lavaran deoc’h hiziv. Warc’hoazh vintin e prenfoc’h dilhad kreñv ha dereat, evit ober ar veaj hir-se, rak ne gredan ket e vijemp dizro a-raok Gouel an Hollsent.

Antronoz mintin mat, ar baotred a oa war-sav, ha goude bezañ gwriet gwellañ ma c’hellent o dilhad roget dezho gant ki du an ostizez e kemerjont an hent evit mont da di ar brasañ marc’hadour a oa e Lannuon. Dibabet ha gwisket ganto o dilhad, e oant deuet da ober un dro bale e kêr. Un dudi oa gwelet anezho, rak ar Peul n’en devoa kavet bragoù ebet hir a-walc’h dezhañ, hag an hini a zo gantañ a ziskenn dezhañ betek pennoù e zaoulin. Fistoulig avat a zo lorc’h ennañ, rak e zilhad a zi degouezhet mat diouzh e gorf. Gant e vazh livet en e zorn, hag e sigaroù en e veg, en deus an aer eus ur paotr yaouank o poursuiñ e studi a vedisin pe a noter. Bidoch a zo ur vezh e welet, gant e vragoù marellet hag e lunedoù war e fri, eo heñvel ouzh ar boudedeo. Sikraouig a zegouezh mat e zilhad dezhañ, mes fentus eo gwelet anezhañ o jilgammañ o vont da heul ar re all.

Koulskoude, en taol-mañ, daoust ma oa kalz arc’hant ganto en o godelloù, e oant bet fur, rak aes e oa o spered. Diouzh an abardaez e tegouezhjont el lestr, ha kerkent ma oant erruet, Sikraouig a lavaras :

– O kabiten ! Pediñ a ran ac’hanoc’h em anv va-unan hag en anv va c’henseurted, da bardoniñ deomp an holl droug hon eus graet deoc’h. Kemeret hon eus evit gwir Paotr ar bezhin evit un tostenner, ha karget e oamp a warizi outañ. Mes hor c’heuz hiziv a zo ken bras evel e oa hor gwarizi dec’h. Pardonit deomp eta hor fazi, ha lezit ac’hanomp da vouchat evel breudeur d’an hini a gemeremp bremaik c’hoazh evit hor brasañ enebour.

– Ya ! Bremañ p’ho peus klevet ez eus arc’hant da c’hounit, pinvidigezh da gaout e berr amzer, ez oc’h mignoned !... Betek-henn oc’h bet servijerien leal, mes dec’h e oac’h aet er-maez ac’hanoc’h ha zoken, Fistoulig en devije bet buan a-walc’h divouzellet Paotr ar bezhin ha me, paneve m’oan erruet abred a-walc’h evit tennañ digantañ ar gontell a oa digor en e zorn.

– Ya, ya, Mestr, re wir eo ! Mes pardonit din, rak ur sac’had am boa graet, ha zoken em boa torret va div votez o skeiñ war dor an ostizez na felle ket dezhi roiñ deomp da evañ !

– Te tougn brein, eo ar gwashañ eus ar vandenn, hag abaoe m’emañ paotr ar bezhin el lestr, ne zihanez ket da blantañ pennadoù ar re all.

– Ma ! Ma ! Mestr, hiviziken e vezin skouer ar vartoloded, m’hen tou war va anv a Vreizhad, e sentin ouzhoc’h evel an dañvad ouzh ar mesaer.

– Gwelet a rin penaos e talc’hi da bromesa.

– Warc’hoazh, mestr, emañ ar Sul, lezer a refoc’h ac’hanomp da vont e kêr evit prenañ diankajoù ankaouet ganeomp, a lavaras Bidoch.

– Ya ! Va soñj e oa lezer ac’hanoc’h da vont e kêr en devezh a-raok ma dleomp partial, mes avat diwallit da vezañ mezv, rak fellout a ra din e vefec’h diabaf ha yac’h-pesk Dilun vintin.

– Ar pezh a reketit mestr, a vezo graet !

Ar baotred kerkent ha sav-heol d’ar Sul, a yeas da bourmen war-dro Lannuon, diviz a raent diwar-benn ar veaj hir e oant o vont da ober.

– Me, a lavaras ar Peul, pa vezin pinvidik en deizioù all-mañ, em eus soñj da sevel ur maner aze war bord ar mor, dimeziñ a rin ivez evel-just, hag ur plac’h koant a gemerin mar gallan, mes un ti dereat a savin ivez d’am zad ha d’am mamm, a zo kozh dija ha daoubleget gant al labour.

– O ! Evidon-me, eme Bidoch, ne gemerin maouez ebet ! Nann, nann, ne fell ket din plegañ da verc’hed hag a vezo e-pad an holl amzer o welet petra a rin, petra a lavarin, petra a zebrin, petra a evin. Kemer plac’h a zo kemer liammoù d’hor stagañ. Ouzhpenn, holl o deus un tech fall bennak, lipouzenned, mezvierezed ha me oar !

– Serr da veg, mic’hieg, eme Fistoulig, rak me kerkent ha ma vezin krog em yalc’had arc’hant, a yelo raktal da c’houlenn pennhêrez Laou an Tarzheller eus Kerivin-Vrav ! O na kaerañ plac’hig ! An dour a deu em genou pa soñjan enni !... Ha te Sikraouig, petra ‘ri ?

– Me, Fistoulig, a raio eveldout, ha daoust m’am eus tost da hanter-kant vloaz, em eus soñj da c’houlenn ur plac’h yaouank ugent vloaz.

– Bravo ! Bravo ! Bevet Sikraouig !

Koulskoude ar baotred, skuizh o pourmen dre ar ruioù e Lannuon goude bezañ prenet kalz butun ha traoù all, a deuas abred d’al lestr.

Pa voent degouezhet, Bimbao ha Paotr ar bezhin a oa adarre o kuzulat o-daou e traoñ al lestr, hag o vutunañ.

– Alo paotred ! Gwelet a ran oc’h fur, hag e sentit ouzhin, hastit buan ober deomp hor c’hoan, rak izelaat a ra an heol.

– Ne rafec’h ket fall, kabiten, a lavaras Fistoulig, reiñ urzh da Sikraouig da derriñ e benn ouzh ar c’hozh kog ruz a zo du-hont, rak bemdez kerkent ha teir eur, e vezan dihunet gantañ. Hennezh avat a rafe ur gwall vad deomp, ha dreist-holl, pa vezo bet ouzh ar ber, e c’hellit bezañ sur e lipimp hor mourrennoù diwarnañ.

– Alo ! Lazh anezhañ, Fistoul fall !

– O nann, kabiten ! N’on ket mat da vont da giger, ur galon re fall am eus, ha re a druez em bije outañ pa glevfen anezhañ o klemm.

– Hag an deiz all e oas prest da lazhañ ac’hanon-me !

– Ya ‘vit c’hoarzhin, mestr, mes pas da vat ! An dra-se a oa un taol boeson fall !