ar C’habiten Bimbao (1)

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Carhaix, Bobl (ar)
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Aleksandr Ar Gall
Dans le même ouvrage :

Va zad-kozh a oa ganet e Sant-Tegoneg, e-lec’h e oar an holl ar brezhoneg. Ur marvailher kozh oa, Doue d’her pardono! Rak marv eo un tregont vloaz bennak a zo! Marc’harid va c’hoar goshañ, ha me, kerkent ma welemp hon tad-kozh o vont da vutunañ da doull an oaled, a leze pep c’hoari, evit mont da bediñ anezhañ da gontañ deomp un istor vrav. O ya! Kalz istorioù a oa renket en e benn, ha penaos ne vije ket a istorioù e penn ar c’hemener brudetañ a oa d’ar mare-se e kanton Sant-Tegoneg. Ouzhpenn ma ouie kalz kontadennoù, e oa unan eus ar re vrudetañ er vro da vazh-valanat. Gouzout a rae lakaat ar gaou da zont da wir evel ma kare, hag elumiñ a rae tan ar garantez e kalonoù ar merc’hed yaouank ar re sklasetañ.

Un devezh goañv, soñj am eus evel pa vije dec’h, yen oa ken a frailhe ar vein; va mamm a lavaras da Varc’haridig ha din-me chom e toull an oaled, ha nompas mont d’ar skol. Neuze an tad-kozh a dennas e yalc’h-vutun eus e c’hodell, a lakaas e gorn-pri en e veg, hag azezet e-tal an tan, a gomañsas deomp an istor-mañ.