Brec’hillien, pe ar Manac’h mogn

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Buhez Breizh, 1923
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An amzer a oa bet tomm-ruz…

Heol berv mezheven a baras a-hed an deiz war an douar frailhet ; ha, d’an abardaez, dindan ar gwez uhel o delioù difiñv, an hoc’h gouez, gourvezet e-touez an drez hag ar spern, e fronelloù digor frank hag o c’hweshaat gant trouz, a vorede, e valvennoù hanter-serret, e vin astennet, o klask war al leton deltoni ha glebor.

Pa dostaas an heol ouzh an dremmwel, skedus gant an aour hag al limestr – liv ar gwad – un tammig mouestad a dremenas dre ar c’hoadoù ; un hurusadenn a vouskanas e skourroù al leinoù.

Ur gridienn a levenez a yeas penn-da-benn da gein an hoc’h gouez o tihuniñ. Sevel a reas e benn, hag e zaoulagad a chomas sebezet o gwelet dirazañ hiraet skeud an dervenned.

An abardaez a deñvalae, bep un tammig, goustadik, dindan an dervenned stank.

Ar manac’h kozh, war benn e zaoulin dirak genoù e gev, a oa o pediñ evit e vreudeur, e zivrec’h astennet d’an daou du ken a grenent gant ar skuizhder.

Genoù ar manac’h a chome digor ha mut, met e zaoulagad a skeudenne, enno tan limestr ar c’huzh-heol, a bare, daou gef tan, etrezek an donderioù mouk. Gant pedenn ebet ne fiñve e vuzelloù, met ouzh gwelet kig e zremm stennet gant an anken hag ar strafuilh, e oa aes gouzout pegen dispar e oa ar bedenn a save, d’ar mare-se eus an deiz, diouzh e galon o wadañ. Lugerniñ ha dourenniñ a rae daoulagad ar manac’h, hag e vlev gwenn, kurunennet e benn ganto ha livet aour gant bannoù diwezhañ ar c’huzh-heol, a gouezhe dispaket war e zivskoaz : tad glac’haret, tad ankeniet o pediñ evit e vibien.

Krenañ a rae e zivrec’h dinerzh, met, pa stouent, e vijent kerkent, en despet da hop ar c’hig, astennet e kroaz gant ur galloud hag un hernezh gouez.

Dre ma tostae an noz, e kreske ar gouyender dindan skourroù ar gwez. Ar skourroù uhelañ a fiñvas adarre o delioù… An traoù n’o doa mui skeud ebet, ha liv ebet bolz an neñv.    [ar freskadur] 

Hag ar manac’h, e zivrec’h astennet, a bede evit e vro hag e vreudeur, diloc’h*, sonn evel un delvenn.    [divrall] 

Hurusadenn ar gwez a davas… Man ne rae trouz… Ar Grouadelezh he doa tavet he mouezh gant doujañs, o c’hortoz ur burzhud bras bennak.

*
*   *

– Hena !…

An heklev ne yeas ket pell da vougañ.

– Felenn !…

Nemet ar memes heklev, man ne dregernas er c’hoad.

– Liwarc’h !…

Brec’hillien, ar manac’h kozh, a hope evit an drede gwech evit gervel e ziskibien.

– Gwaz d’ar Saozon ! eme ar manac’h gant lorc’h. Hena, Felenn, Liwarc’h, n’eo ket deuet o anaon betek ennon. Bev ’int, ha, ma’z int bev, emañ an trec’h, an tu ganto… Breizh, lavar da’z mibien, d’ar re vogn, d’ar re vac’hagnet, d’ar re gozh ha d’ar gwragez, o deus douaret war glannoù all gant heug ouzh ar mac’her, e c’hellont adtreuziñ an dourioù… Dishual ’out evel kent ; war lein hor menezioù, hor giton gwenn a hejo adarre, da bevar c’horn ar vro, hon aerouant ruz…

Tavet ’oa.

An deiz a bellae, hag e skleur ar serr-noz, ar manac’h-tasmant a deñvalae ivez, evel ur C’hrist o pediñ evit ar re a skoaz war an tachoù.

Ur bountad avel arneñv a yeas dre ar gwez, ken a strakas ar c’hoad penn-da-benn. Pep tra a deuas adarre da vezañ sioul-meurbet, ken a gleved an delioù distaget o kouezhañ war an douar.

An diwezhañ takad mouk a varvas er c’hornog.

D’an hanternoz e tassonas ar c’hoad gant un heklev skiltr… Ar gurun… Tropelladoù koumoul a zerede diouzh an dremmwell o taoulammet, bern war vern, bountet gant nerzh an avelioù foll…

An arneñv a dostae… Un talm kurun a zrailhas an oabl…

Ar gwez hejet, dihejet, gwariet, a c’hwibane, a c’harme o leinoù, ha, bep ar mare, un trouz skiltr, drask, torr, reg ha kren-douar.

Ar manac’h a chome da bediñ, hep selaou yud an arneñv, hep santout ar glav a deuas da gouezhañ evel dour stivell.

*
*   *

– Va zad, va gervel ’ec’h eus ?... Klevet em eus da vouezh hag hanvioù va breudeur. Gouzout a rez ez int aet d’an emgann.

Ar manac’h ne eilgerias ket anezhañ.

– Va zad, a gendalc’has an diskibl yaouank, perak e oas o c’hervel bremaik ?... Daoust hag eo paret dirazout skeud hon emgannerien ?...

An diskibl a oa tostaet.

Brec’hillien a zistroas hag a savas krenn.

– Urien, a-berzh piv ’out deuet amañ ?... Skuizh ’out o pediñ, pe dinerzhet eo da zivrec’h ha kignet da zaoulin ?...

– Krediñ a raen ez poa ezhomm eus aked unan ac’hanomp, ha, peogwir ez eo aet ar re all...

– N’eo ket en hon c’heñver-ni e tleomp bezañ aketus : ar vro eo an hini he deus ezhomm eus hon fedennoù. Pedomp ! pedomp !... Bec’h a zo bet hiriv, gouzout a ran. Met n’eo ket gant ar c’hlezeier e ve gounezet an trec’h, en ur bediñ ne lavaran ket... Gwelet em eus gwechall burzhudoù dispar : ar Vretoned, a oa kalz muioc’h anezho, o arsailhañ gant kalon war an enebourien, o skeiñ gant fulor an anevaled gouez... Pa baras al loar war an dachenn euzhus, un den hepken, ha mognet, en e sav e-touez ar re varv, a selle skoelfet, hag a zrailhe e vuzelloù gant egar, o selaou ’barz c’hwezh an avel kan orged ha banvez. Hor brezelerien, tud kadarn ma zo bet, daoust dezho bezañ niverusoc’h, drailhet betek an diwezhañ hini !... Va dorn dehoù a zo chomet eno da vreinañ... N’eo ket ar c’hlezeier a dalv... Ret eo pediñ evit distreiñ diouzh hon gouenn he Tonkadur garv... Kerzh, va mab !...

An arneñv a bellae, hag ur skleur a darzhas en Neñvoù.

Edo Urien o paouez e guitaat, pa glevas Brec’hillien ur redadenn a-dreuz ar strouezh :

– Un hoc’h gouez spontet bennak, kouezhet ur wezenn talmet war e gein... Ouzhpenn amañ emaint...

Tostaat a rae an trouz... Klemmoù a savo, mallozhioù ha yud.

N’eo ket moc’h gouez e oant, na kennebeut loened all...

O dismegañs ! brezelerien Breizh o tec’het diouzh an emgann ! Brec’hillien, ar manac’h kozh, a zourennas e zaoulagad gant ar fulor hag ar vezh. Krediñ a rae edo e galon o vont da vougañ gant ar gwad hag e benn da darzhañ.

– Tec’het a rit, emezañ ; gwell eo tec’het eget mervel... Ouzhpenn en un emgann ’on bet... gwelet em eus izili ar Vretoned o kouezhañ a-dammoù. Ar re-se ne ouient ket petra eo kilañ. Ar vuhez he deus talvoudegezh. Tec’hit. E donder ur gampoullenn bennak, e-lec’h na bar na heol na loar, it da guzhat gant ar vezh… Met e-barz an teñvalañ toull a gavfot, e welfot, un devezh, ar Saozon war an treuzioù, rak, m’hen tou, den ne vevo, mar chom bev ar mac’her.

E gomzoù a dassone evel talmoù kurun.

Ar vrezelerien a chomas ur pennad dilavar gant ar souezh.

– Brec’hillien, manac’h santel, a lavaras unan anezho, prim eo bet da deod. O redek emaomp, met ne dec’homp ket gant ar spont. Gwelet ec’h eus hon tadoù o vervel war an dalbenn. Unanet ’int, tadoù ha mibien. Ul lazhadeg euzhus a zo bet : ne chom nemedomp.

Ul luc’hadenn a doullas an noz hag ar manac’h a welas e oant ruz gant o gwad.

– Gwell eo ganeomp tec’het war-du an douaroù : da netra e vije talvezet hor marv. Met dic’hoanagiñ ne reomp ket. Mont a rimp, uhel hon fenn, da bevar c’horn ar vro, da c’hwezhañ an droukrañs hag an nerzh e kalon an diwezhañ Bretoned.

– Kerzhit ! a lavaras dezho Brec’hillien. Ra vezo benniget ho labour !

Hag ar manac’h, hep dic’hoanagiñ ouzh dasorc’hidigezh Breizh a adgouezhas d’an daoulin, gwasket gant ar rann-galon. Pediñ a rae evit tec’h ar Vretoned.

Ne oa ket marv tre an deiz er c’hornog ; pellaet ’oa an arneñv, hag e tu ar reter edo al loar o sevel.

Brec’hillien a bede bepred…

Met petra a rae dezhañ arneñv spontus pe oabl splann ?… Eñ, mab d’ur roue, bet gwechall penn-lu e kement brezel a zirollas war an Enezenn, eñ, gloazet, mognet, aet d’ar gouelec’h, p’edo didalvoud e gorf, da bediñ noz-deiz evit buhez Breizh, ha gwelet hiriv o tec’het an diwezhañ brezelerien !… Ret eo kaout nerzh un tu bennak, evit mirout ouzh ar c’horf da gouezhañ gant ar glac’har hag ar strafuilh.

Ar manac’h kozh a chomas plom war e dreid.

Met ma vije bet splann an oabl, e vije bet gwelet daeroù o tarzhañ dindan e valvennoù fiñvus hag o ruilhañ war e zremm ruskennek. E zaoulagad a baras war an Neñvou evit klask lenn enno Tonkadur garv e c’houenn.

Un trouz toc’hor a savas eus e c’houzoug, dister evel klemm ur bugel :

– Aotroù, emezañ, peseurt torfed a bouez war hon divskoaz ?... Perak e c’hellez lezel ar Saozon da vezañ trec’h warnomp ?… Hon gouenn da azeule, met ne chom mui nemet bugale, gwragez ha tud mac’hagnet da stouiñ o fenn dirazout… Doue, gwad an aberzh a blij dit evit gwalc’hiñ ar bed, met ne gemerez nemet gwad ar c’halonou glan. Holl ’int aet davedout, hor gwazed kadarn, nerzh hor bro... Oh ! lazh ar re a chom gant an anken hag ar glac’har, ha mir ouzhomp da welet dirazomp muntrerien hor gwazed, ha ruz c’hoazh gant gwad o zorfed !

A-us d’e benn, a-us d’ar c’hoad, uhel, uhel, ’barz an oabl digompezik c’hoazh, e kredas dezhañ klevet ur vouezh glac’haret o lavaret :

– Gant ur pok eo bet gwerzhet mab an den.

Selaou a reas… Trouz oa er c’hoad : youc’hadennoù skiltr evel yud ar bleizi. Tud e oant ; o mouezh a greñvae, dre ma tostaent… E-touez c’hoarzhadeg gouez ha youc’hadennoù euzhus, an douar o tassoniñ, ha koad sec’h o strakal dindan kern ar c’hezeg.

*
*   *

– Ne fell ket dit ’ta, manac’h gouez, lavaret deomp ec’h eus gwelet Bretoned o tremen ?…

Ar manac’h, mut, ha sonn e benn, sklêrijennet gant bannoù al loar, a selle ouzh ar Saozon e-kreiz o daoulagad.

– Kaoz ’ta, penn dir ! eme unan, o skeiñ war benn Brec’hillien gant e c’hleze pounner. Komz a ri pe na ri ket ?

– Krougomp anezhañ dre e dreid ouzh ar skourr tostañ ! eme unan all.

Brec’hillien a chomas mut.

Un nerzh birvidik a eeune dezhañ e holl gigennoù, hag e zaoulagad, o virvi gant ar gasoni, a bare e daoulagad an dud gouez.

– Mut ’chomi ? eme ur bevare, o kas e varc’h warnañ, ken a gouezhas ar manac’h dindan kern al loen.

Brec’hillien a savas prim evel gant nerzh e ugent vloaz.

– Ar Vretoned a zo mat e-lec’h m’emaint, emezañ, ar re varv hag ar re vev. Koun ar re varv a enaouo bepred en hor c’halonoù an droukrañs o vervel ; hag ar re vev, a re a dec’h, a grogo en ho tiadreñv, pa vo a soñj an nebeutañ. Mallozh deoc’h, mar ziskuizhit dievezh. Pep Breizhad a zo gedour-deiz, d’un noz diboull ne lavaran ket, a vo enni skrignadeg ’met skrignadeg dent.

– Petra ’lâr ? eme ur penn-lu, en ur stardañ gant e vorzhedoù e varc’h gouez digabestr… Mar guzhez ouzhomp un dra bennak, e vi staget ouzh ar wezenn aze, ha kement goaf a zo aman a vo ruziet ez kwad. Fellout a ra deomp gwalc’hiñ an douar-mañ eus roudoù da c’houenn gwan, dinerzh, mezh ruz ar bed… N’eo ket te a vo an diwezhañ hini a vo lazhet !…

– Nann, n’eo ket me a vo. A-barzh nemeur, amañ, bugale hor menezioù a lavaro : — "Amañ a ziskuizhas ar Saozon !" — hag e tistroin gant heug ; — "Amañ a dinellas ar Saozon !" — hag ar park ne vo ket marret ; — "Ar stêr-mañ a ruzias gant o gwad !" — ha ne evint ket ouzh he zour… Lazhit ac’hanon !… Met mallozh dit !… Beleg Doue ’on.

N’eo ket komzoù, met spouron eo e teue eus e c’henoù.

– Ma vije bet an holl Vretoned evel hemañ, eme ar penn-lu d’e vrezelerien, ne vije ket bet gwall werzherien en o zouez, ha ne vije ket bet brav dont a-benn outo !

Den ne eilgerias anezhañ.

Ar Saozon a oa moredet war o c’hezeg : n’o doa ket int kemeret ar boan da zont diouzhtu war-lerc’h an dec’herien… Nerzh ar banvez, gant c’hwezh ar gwad en o dilhad, a save en o fenn.

– Ar Vretoned, am eus touet da’m doue lazhañ betek an diwezañ hini anezho, a c’hell bremañ tec’het e peoc’h. Tud mut ha diboell evit ma hentañ, ha kouskerien da’m heul !… Ma ! kouskomp amañ… Ur pennad zo, ez eo aet an heol da guzhat, ar gwenodennoù a zo teñval… Met ’benn warc’hoazh, e vo redadeg a-dreuz, keit ha ma pado ar c’hezeg, hag hor c’hezeg-ni forbuet, e vo kavet kezeg all !… Ha te, manac’h, te a gousko henozh gant ar moc’h gouez ; da gev a zo deomp ; ha, mard out beleg un doue, e vennigi hor c’housk.

Lammet a reas diwar gein e varc’h, droug ennañ.

*
*   *

E-barzh ar c’hev emaint, bern war vern, sterniet evit an emgann, hag o c’hlezeier stag outo.

Trouz ebet er c’hoad nemet roc’h ar Saozon, hag, a vare da vare, c’hwirinadenn ur marc’h digabestr ha distag.

Brec’hillien, aet ar c’housk pell dioutañ, a gerzh dre ar c’hoad, gant Urien, e ziskibl yaouank, e ziskibl diwezhañ.

– Lazhet e vezimp warc’hoazh, mard omp kavet amañ ! eme ar manac’h d’e ziskibl. Kerzh pell ac’hann, va mab ; tec’h gant ar re all, war du ar menezioù... Pa vo nerzh a-walc’h en da zivrec’h, ra zeuio soñj dit eus ar manac’h mogn ! Ma eo ret din chom amañ evit hentañ faos ar Saozon evit buhez ar Vretoned... Ha, pa vo gevier ar c’homz diwezhañ a lavarin, n’em bezo ket aon da vont dirak va Barner...

Mont a ra hag a zeu, e galon drubuilhet hag e benn o virvi.

– Er c’hev emaint, emezañ, kousket ’int. Ha n’em befe ket koñje d’o lazhañ ?... Beleg ’on, gwad hor salver hepken a dle skuilhañ va daouarn... Breizhad ’on, ivez ; ezel ur vro doaniet ’on ; ar vro mac’het eo va bro. Pep Breizhad a zo gedour ha brezelour. N’eo ket dleet d’in o lazhañ ?...

– Met, va zad, en ur spontañ ar c’hezeg ?...

– An amprevaned a chomfe bev hag a yafe war droad war-lerc’h ar Vretoned, en ur lazhañ e kement kêr a vefe war o hent. Gwashoc’h a vefe... O c’hezeg ne reont van ouzh an taolioù nag ouzh mouezhioù an estren : ne anavezont nemet mouezh o mestr... Ret eo din o lazhañ... Kerzh ac’hann, va mab !...

– N’ez in ket... Ma varvez, ganit e varvin : kalon a-walc’h a zo ennon evit mervel evit va bro.

Brec’hillien a soñje en e spered :

– Kousket mat ’int : n’o devo ket a amzer da zihun ne da glemm... N’eus kontell ebet warnon evit o dic’hoûgañ !... O c’hleze a zo stag ouzh o c’houriz... Na kontell, na kleze, na morzhol !...

Met en un taol kont, e paras un hewelidigezh dirazañ, evel ul luc’hedenn o regiñ an noz : diwezhañ enebourien Breizh o en em stlejañ, o tec’het, o tiwadiñ a-hed o hent, hag o vervel flastret gant kern ar c’hezeg gouez.

Brec’hillien a youc’has gant levenez.

*
*   *

Mont a reont dre ar c’hoad, Brec’hillien hag e ziskibl, pep a vec’h war o skoaz.

E mezheven ne glasker ket keuneud evit tommañ, nag evit sklêrijenniñ pa bar al loar en oabl dizolo ; ne glasker ket kennebeut evit poazañ traoù er gouelec’h, evit daou vanac’h a zo eno ha ne zebront nemet frouezh gouez ha gwrizioù.

Al loar a verk ouzhpenn hanternoz, hag emaint bepred o daou o vont hag o tont dre ar c’hoad.

War-dro hanternoz hanter, sklêrijenn un tan-gwall a ya dre zindan ar c’hoad ruziet ganti korfoù an dervenned. Flammoù a sav uhel, ken uhel hag ar gwez, hag e-kreiz drask ar flammoù, mouezhioù spontet, kounnaret, raouliet…

*
*   *

Ar Vretoned, o tec’het, a glevas trouz war o lerc’h : gwelet a rejont gant souezh o tremen, tizh spontus warno, kezeg divarc’het ha moc’h gouez pennfollet.

*
*   *

Ha, pa oa sioul ar c’hoad ha sioul ar c’hev, p’edo ar flamm o vervel en e c’henoù, ha pa varve en e diabarzh, klogorennoù ar c’hig o tistanañ, ur manac’h kozh a lavare d’e ziskibl, en ur pokat dezhañ :

– N’eus man evit gwalc’hiñ par d’ar gwad ha d’an tan !…