Introibo

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Gwalarn
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
n°16, 1928
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz,
an deiz kentañ eus ar bloaz mat ;
ra viro an Aotroù Doue maouez ha gwaz
diouzh anken ha kalonad.

A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen,
ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all,
pirc’hirined dizesk ha dall,
mibien reuzeudik mab-den ?
Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad.
Eus hon deroù henañ da ziwezh hor buhez,
ez eomp war yaouankaat bemnoz ha bemdez,
e yaouankiz hon Tad.

Ganet ’omp er pellgent,
en draonienn dizudi, tud enni o kunudañ ;
hag edo kroget ar riell e skoasell an hent,
da bred hor genivelezh, hor yaouankiz koshañ.
Hag edo skornet an avel war ar run,
pa ziskennas ar Vuhez da bokat dimp*,    [deomp] 
ha da luskellat hor c’hentañ hun,
e traonienn ar glebor hag ar frim ;
hag edo gurudet ar richodenn** e gwaskedoù ar roz.    [* transi ? ** richodell] 
Hag astennet ar paour divouedet hag eok*    [roui, mûr] 
war revenn wenn an noz,
en traonienn deog*.    [charmé] 

Henozh emañ ar bloaz nevez,
ar bloaz nevez o tigeriñ ;
ra viro Doue tud an ti
diouzh naon ha dienez.

Ganet ’omp e traonienn an hirnezh,
en noz ar bloaz ma kroge ar yenijenn galetañ ;
pred hor genivelezh eo hor c’hozhni goshañ,
hag e c’hoañvomp o c’hortoz yaouankiz an amzer-nevez.

Douget ’omp bet d’an iliz,
dalc’het ouzh badez gant Ael ar Blanedenn,
ha fiziolet* gant an Anken,    [parrainés] 
da zeroù hor yaouankiz.
Skuilhet eo bet war hon tal dour ar C’hlanidigezh,
siellet hon ene gant ardamez roueel ;
galvet ’omp bet d’ar velegiezh
en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.

Bugel sioc’han, en da gozhni ganet,
Kerzh war-du da yaouankiz tonket.

Henozh emañ pellgent ar c’halanna,
kalanna ar bloaz kristen ;
ra blijo gant Doue ho tiboaniañ
diouzh kalonad hag anken.

Diuzet ’omp bet a viskoazh da viken.
— Gwa ni ma vezemp bet dibarzhet en aner ! —
Kroaz hor Silvidigezh a zo roet deomp da zougen,
hag un oferenn da lavarout, — un oferenn bounner.

Introibo. Me a dostaio ouzh Doue, va levenez,
levenez va yaouankiz.
Ha n’eus den en iliz
da respont an oferenn nevez.
Ar gristenien diwezhañ, sevenet oferenn o fellgent,
an eil war-lerc’h egile, a zo aet gant o hent.
Hag an iliz a zo chomet goullo, goullo,
evel skiant ur c’hlañvour o tremen en alfo.

Ni a yelo davet Doue,
andon ar yaouankiz wirion ;

Dezhañ e taskorimp hor c’horf hag hon ene,
da vare an hinon.

Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn douarel
dindan doare an estrenvan,
hep skor na skoazell,
hon-unan, hon-unan.
Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn,
direspont e bedennoù,
kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù,
aon gantañ lavarout un oferenn wenn ;
dre groazhentoù dic’houloù morzañ hep astal,
renet gant an Tonkadur,
anken evit hor mezur,
a-hed hon hent, war-du ar pal.
Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri,
e pignomp d’an aoter savet e diwezh hon hentad,
pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari*,    [chagrin, douleur] 
divi* kent hor c’himiad.    [épuisé] 
Hag e sevenomp arnodenn an douar,
pirc’hirined dizesk,
divi hag ampalvar*,    [amparfal, maladroit] 
hon nerzh gourel aet da hesk ;
hag e pignomp divi ha blin,
strebot e kement lindag,
pistig e kement tag,
ha gloaz e kement atahin.

Bemdez avat, ha bemnoz e vezo distrujet
hor c’hozhni douarel hag al levezonoù aner,
hor yaouankiz hepken a vezo aotreet
da dostaat ouzh an aoter.
Bemdez e pellaomp diouzh traonienn ar gortoz,
war-du annez an hoal vat ;
ha bemdez ha bemnoz
ez a hor yaouankiz war yaouankaat.

E-doug ma savont eus traonienn ar pened*,    [pénitence] 
e pign da Zoue kan ar birc’hirined :

Gwelout a reomp o tigeriñ
an deiz kentañ eus ar bloaz ;
ne vezo mui na doan nag annoaz,
nemet levenez en hon ti.

Pa vezimp degouezhet, simidi* doueel,    [portefaix] 
war run an heol,
e vezo enaouet e pep tu d’hon aoter, evit hor gouel,
ar steredegoù holl.
Enaouet e vezo ar steredegoù
en Iliz divolz ha dic’hourin,
ha Mab Doue E-unan a responto d’ar gorreoù,
hon oferenn anterin.

Tad,
setu ho kig, setu ho kwad.

Hag endra ma vezimp degemeret e metoù ar C’hoskor,
eus run an heol e savo ar bangor :

Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat,
deroù hor yaouankiz divarvel.
Ne vezo nag anken na kalonad
en Tad, er Mab, hag er Spered Santel.