ar Feunteun zu

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwalarn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
n°66, 1934
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An dour a gouezh,
goustad,
berad-ha-berad,
a-hed ar raden gouez.

Didrouz ha lizidour
e virbilh an dour
diouzh gorre an bantenn ;
abaoe kantvedoù
e kouezh a-veradoù
ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn.

Noz ha deiz,
a-hed ar raden leizh,
berad-ha-berad,
goustad.

Hep trouz ebet
e kouezh
a-hed ar raden gouez,
en un naoz re zon evit bezañ gwelet.

Perak avat e c’hoarvezas,
p’edon va-unan,
e chomis betek ma nozas
o sellout, en estrenvan,
ouzh an dour o veradañ ;
ha pa nozas,
e klevis ar garregenn o wadañ,
a-hed ar raden hir,
berad-ha-berad,
goustad,
e kalir
an noz.