Mona

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Dans le recueil de nouvelles intitulé « Geotenn ar Werc’hez », Al Liamm, 1957
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Un heol gwenn a bare etre targosioù diskourret ar c’hleuz. Ur voualc’h a biklamme dirazomp penn-da-benn gwrimenn ar waremm. An amzer a oa skornet ha difiñv war an uhel.

– Selaou ! eme Alan.

Edo ur c’harr o pignat du-hont gant an hent. Draskadennoù ar rodoù o storlokat er skoaselloù, a zassone en aer yen, evel ma vije bet an hent tost-tre, en tu all d’ar c’hleuz. Ar paotr-karr a gane.

– Ar portezour ! eme Alan. Bloaz zo n’em boa ket klevet e ganaouenn.

Alan a dride e galon o kavout kep kemm e vro c’henidik.

Dre ma kerzhemp, e tisplege din :

– Bep lun, en ur vont da gas bleud da gêrioù ar menez, e kan ar portezour, abaoe bloavezhioù, ar ganaouenn a glevez. N’eus ket par, war e veno, d’an diskan-se da lakaat ar jav da vont ingal gant an hent.

Ne oa kemm ebet er vro, en amzer o vont e-bioù.

Edomp degouezhet e penn pellañ ar waremm. Ul lamm a rejomp war ar c’hleuz gant nerzh hon arzelloù yaouank. Etre div wezenn-bin e tarzhas an draonienn, gant koadoù ha brouskoadoù ruz war an holl diribinoù, pradoù glas er goueled, hag, er c’hroazhent, du-hont, un ti a-zoare, nevez-razet, gwenn-kann.

En ur c’hoarzhin, Alan a astennas e zorn :

– Ar Gelvezeg Vihan !

Ti Mona.

Un hent kaer a oa da ziskenn.

 

Ne oa den en ostaleri. Ur gastolodennad dour a oa war an trebez, e-kreiz an oaled, ha, dindani, daou pe dri etev tan, o vogediñ.

– N’emañ ket pell, a soñje Alan ; n’eo ket distaliet c’hoazh an daol ha dour skaotañ a zo war an tan.

Hag e oa diwezhad.

– O ! n’eus den ?

Azezañ ’reas Alan e-barzh an oaledn war ur piler koad, ha me er c’hogn all, war un dorchenn vroenn. Alan, gant ur skilhennn a dabac’he ar glaou hag al ludu. Pignat a reas ur fulenn bennak er siminal.

– Kentañ gwech he gwelis, emezañ, e oa e pardon an Neñv. Fichet e oa, evel ma tle ur bennhêrez bezañ fichet ; voulouz betek he divskoazh, he brozh aour-neudennet, un davañjer seiz gwenn. Hepdale emichañs e vi pedet da vezañ paotr-enor…

An nor a zigoras war he fouez. Un bountad avel a leunias an ti.

Alan a savas.

Ur paourkaezh kozh, krommet war e vazh, a zeuas tre, hag a azezas war ar gador dostañ.

– ’Meus aon n’emañ ket Mona er gêr, a lavare Alan, o vont hag o tont dre an ti.

An hini kozh a savas e benn. C’hoant en devoe lavarout un dra bennak. Hogen, ne reas nemet toc’hellat. Skopañ ’reas etre e zivesker. Ur wech ar mare ec’h anale hir hep krediñ klemm.

Ar yenijenn a c’houneze an oaled.

An horolaj a skoas un taol. Alan a sellas ouzh an eur :

– Ne vo ket pell ken, a lavaras an hini kozh.

Daou vunud goude, e trouzas botoù koad, er porzh.

Mamm Mona a zeuas en ti gant ur vriad vleñtoù.

– A ! salud ! moereb.

– Sell ’ta ! ha c’hwi a zo aze ?

– Ni eo !

– Ha pevare ’oc’h degouezhet er vro ?

– Ar mintin-mañ.

– Hag emaoc’h pell zo en ti ?

– Ur pennad zo. Edomp o vont skuizh ha war-nes riellañ, a lavaras Alan, en ur farsellat.

– Gwir eo, pell ’on bet gant va zroad. Hag a-nevez ’ta, yaouankizoù ?

– Mamm Mona a c’houlenne diganeomp petra a oa nevez !…

– N’eus e Kêr-Is nemet traoù kozh…

– An ti amañ, d’an nebeutañ, a zo bet gwisket kaer, emeve ; ’meus aon eo evit eured ar verc’h ?

– Feiz, va Doue, hag ez eo, ya !

– A !… eme Alan.

– Ya ! nevez dimezet eo Mona. Ne ouiec’h ket ? Feiz ! pemzek deiz dres. Ret e oa ober d’an ti ur c’hempenn en diavaez, hag ur fich en diabarzh. Koulskoude…

– Pemzek devezh zo ?

– O ! ur friko dister, ur friko paour…

– Evelato.

– Ya ! Mona ne vourre mui er Gelvezeg Vihan. Alies e komze diwar da benn… Pell zo e lavare e vije aet da labourat e kêr. Ur bennhêrez !… Ma n’eo ket un druez !… An tad ez eas droug ennañ. Aner avat, eo bet dezhañ dialiañ Mona. Mont a reas da Vontroulez daoust d’he zad ha d’he mamm. Daou viz goude, e timeze gant ur martolod eus Kameled… An tad n’eo ket bet en eured.

– Na c’hwi ?

– O ! ar mammoù !… Daou zevezh ’on bet e Montroulez. Hogen, mall a oa ganin dont en-dro. Bremañ emañ an daou gozh o-unan er c’hroazhent. Ne zeu den amañ abaoe m’eo aet kuit ar verc’h ; den. Pep hini, avat, a sent ouzh e blanedenn, ha kavout a ra din e vezo eurus.

– Ha gwaz Mona a ya d’ar mor ?…

Alan a glaske glaou bev el ludu, a daole warno tammoùigoù skolp, hag a c’hwezhe.

– Diwall, Alan, ma leugnin ar gastolodenn : an dour a zo war an tan a zo aet da aezhenn. Ha tan dindan, ma vezo prest ar rouzig bremaik.

– N’ouzon ket hag amzer hon eus, a lavaras Alan.

– Emichañs n’oc’h ket deut d’ar gêr da labourat ?

Hag an ostizez a lakaas keuneud sec’h dindan an trebez. Mont ha dont a reas dre an ti. Skaotañ ’reas ar skudilli, hag un taol skub a reas d’an daol ha d’al leur-di.

– Ha te, Kaou, emezi, te a zo deut ivez d’ober ur weladenn deomp ?

– Ya, siwazh ! a huanadas an hini kozh. Ne oan ket evit chom ken, skornet e oan, ha va bizied a oa marv ouzhin. War an hent-se e c’hwezh un avel fall. A-boan ma’z em eus torret, er mintin-mañ, ur banerad vein.

– N’out ket yac’h, neuze ?

– Ha ne vezin ket ken ! Emañ an derzhienn warnon. Ur pistig a vir ouzhin plegañ va c’hein.

– Arabat dit dont da’z labour dre un amzer ken kriz.

– Dre amzer glouar ha dre amzer fall, e ranko ar re baour labourat dalc’hmat.

Hag e skopas etre e zivesker. Ober a reas ur sell ouzh ar boutailhoù :

– Kalz arc’hant a vankan deoc’h, pelloc’h, emezañ, lentik.

– Feiz ! Kaou, ne ran ket bemdez ar gont. Bez dichal, avat : ne vez lakaet war ar c’hoch nemet an dud onest. Petra ’gemeri ?

– …

– O ! moereb, a hopas Alan, emañ an dour o virviñ. Aozit deomp buan bep a vanne rouzig tomm, ha lakait e-barzh ar gwellañ lip-e-bav a gavot war stal ar romoù. Marteze an tad kozh a gemero ivez un dra bennak ?

Kaou ne savas ket e benn.

– Ar baotred yaouank a bae ur banne dit, Kaou, a lavaras dezhañ e pleg e skouarn an ostizez. Petra ’vo lakaet dit ?

– M’em bo neuze ur banne odivi.

Hag an torrer-mein a stouas e benn gant ar joa.

An torrer-mein a oa bet, hep mar, p’edo en e vrud, ur c’haer a zen. Evit d’e zremm bezañ livet kalet ha roufennet don, en ul labourat en avel hag en heol, e zaoulagad glas, damguzhet gant mourennoù stank, a oa glan ha sioul. E zivesker, evel divesker an dorrerien-mein, a oa gwaskedet, betek an daoulin, en heuzoù plouz stardet gant ul las kanab. Bep ur mare e toc’helle gant ar paz krign staget outañ.

– Dremm un denjentil, emeve da Alan.

Hag Alan a respontas :

– Gouenn ar menez.

Ar c’hafe a vogede e bolennoù, hag, en o c’hichen, e lugerne gwerennadoùigoù laouen. An torrer-mein a zourenne e zaoulagad.

Alan, gaoliet gantañ ur penn eus ar skabell, a vouskane hag a gemere plijadur o wintañ hag o tiwintañ ar penn all :

– Ba ! Lan, a lavaras ar vestrez, taol deomp ur ganaouenn, ha n’eo ket mouskanañ an hini eo.

Alan a lezas penn ar skabell da gouezhañ herr war daolennoù mein glas al leur-di.

– N’eo ket torret, emezañ, en ur sevel. Tralaladeridonra-tralalalalenno.

– Asa ! Lan, te a zo un eostig pe ur goapaer.

– Ma ! setu amañ sonioù all, war donioù anavezet.

Alan a dennas e dog, a droñsas milginoù e chupenn betek an ilinoù. Reutaat e reas e gorf, reutaat a reas e vouezh, hag e tistagas e ganaouennoù farsusañ, annezet en e eñvor abaoe bloavezhioù.

Mamm Mona, kement ha ma c’hoarzhe, a oa bet ret dezhi mont er-maez, el liorzh, e-pad un abadenn, da dennañ war hec’h anal.

An torrer-mein a sune e gafe loaiad ha loaiad. E zaoulagad a oa sklêrijennet gant goulaouig al levenez.

– N’eo ket gwir, tad kozh, emeve, ar re yaouank a dle lammat ha kanañ ?

– O oad eo.

– Alo ! yec’hed, neuze !

– Yec’hed !

Pep hini a stokas e werenn. An devezhour kozh a grene e vrec’h. Ned ae ket ar mousc’hoarzh – ur paoukaezh mousc’hoarzh dister – diwar gorn e vuzell. Pelloc’h e vije chomet ouzh taol, nemet mamm Mona a lavaras dezhañ :

– Bremañ, Kaou, ez eo ret dit mont d’ar gêr, a-raok ma vo kollet ganit nerzh da vanne. Ul lev hanter dre amzer skornet a zo ur pennad mat a hent.

– Ober a rin an hent, a lavaras Kaou, mav an tamm anezhañ.

Hag e savas.

– Bennozh Doue, deoc’h ho-taou, emezañ.

Hag eñ er-maez, daougrommet ha dillo.

Alan, azezet war ar skabell, a skarzhe gant laonenn e gontell, ar gramenn galetaet e garanoù golo an daol.

Lavarout a reas a-greiz-holl :

N’eo ket tomm en ho ti, moereb.

 

Distreiñ a rejomp dre an hevelep hent, goustad. An delioù staget gant ar skorn ouzh al leton, hag ar bodoù sec’h kouezhet e-pad ar goañv, a zraske dindan hon treid. Ar c’hoad a oa difiñv. E tu ar stankenn, dindan ar c’helvez hag ar bezo, ur c’hi a harzhe er ribouloù, e fri ouzh an douar, o redek ar c’had. Labousedigoù a nije diouzh o chlud. Ar c’hi a lammas dreist ar c’hleuz, a gammigellas dre ar foenneg, betek ar stêr Arc’hant, a yudas d’al laez div pe deir gwech, hag a redas davet ur paotr saout e gwasked ar c’hleuz.

Treiñ a rejomp er c’hoad, goude treizhañ ar stêrig e Sant-Mikael. An hent a oa goudoret gant bodennoù kelvez ha gwez kelenn. Heoligennoù an diribin a oa gwisket a van ha bleuniet a vrug limestra. Dour sklêr a verade diouzh ar roc’h, penn-da-benn an hent, eus eienennoù sklintin kuzhet er raden-bleiz, pe a neudenne diouzh geotennoù hir, hag a vilbilhe war grouan an naozioù.

Hag e pignemp. El laez, Alan a chomas a-sav. Distreiñ a reas e benn, ha, goude ur sell ouzh an oabl :

– Henozh, emezañ, e vezo skorn du.

En draonienn e lufre glaster ar pradoù. Ar paotr saout a oa kludet en ur goudor all, souchet en e groc’hen dañvad. War an dorgenn enep, ur vaouez a rastelle delioù sec’h. Er c’hroazhent, ti Mona a oa gwenn-kann e-tal ar saprennoù du.

Alan a gasas ur sell war-du an ti gwisket a raz nevez.

– Un abadenn c’hoarzhin ac’h eus aozet deomp, bremaik, emeve.

– Ya ! An hini kozh en deus bet e walc’h a nerzh-kalon ’vit mont en-dro d’ar gêr.

C’hwitelladenn diamen an tren a dregernas penn-da-benn ar stankenn. Dre un hent all, ar portezour, echuet gantañ e zevezh, a zistroe d’ar vilin, ha diskan an hevelep kanaouenn a c’hournije a gaouadoù dre ar gwaremmoù skornet.

En ur vousc’hoarzhin, Alan a lavaras din :

– N’eus kemm ebet er vro.