Tenner mouded Yun Elez
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
d’an aotroù Joncour, skeudenner
Da viz mae, mintin mat, en e veg ur c’hornig,
Ha dindan e gazel peurvuiañ ur balig,
Alies diarc’hen, e kerzh war-zu ar yun
E-lec’h ma vez kavet bep devezh eus ar s’un
En un toull kailharek, kuzhet betek e chouk :
A-wechoù ne weler nag e benn nag e c’hoûg.
Un dro, en ur ziskenn eus a venez Forc’hen1
Anavezet e Breizh en abeg d’e dorgenn,
E c’hoantaen klevet gant un tenner brudet
E petra e soñje en e boulloù mouded.
« Gouzout a ran ervat ez oc’h den galloudus,
Met bez’ eo ho labour kement-se talvoudus ?
En ur vro paour e koad, pet hepdon, er goañv,
A varvfe gant ar riv, na boazfe ket o c’hoan ?
Me a vefe ev’rus m’em befe mignoned ;
Perak, eta, ez on gant an holl disprizet ?...
» Kemeret ’vit un teuz, ur morian, un touseg,
Gwall gaset gant e-leizh, gant meur a vabouzeg,
Betek da eur va fred, pa zebran va zamm kreun,
War vord va zoull mouded, pe e penn ur feunteun ?
» Me a garfe bevañ e-touez ar re all,
’Vel un den a-zoare ha nann un aneval...
Bremañ n’em eus, siwazh !
’Met dispriz, ur wech c’hoazh ;
Ha, ’vit kompagnunez ar sparfilli treitour
O plavañ misterius, pe evel ur barnour,
Ar gerc’heiz dianket o repoz war un troad,
O yudal en oabl brizh ul labous divroad...
» ’Vel-se, pa gouezh an noz war gribenn ar mein glas,
’Tilezan va labour evit mont d’an hent bras ;
Ha bep gwech ’n ur bellaat gant mall diouzh Yun Elez,
’N em gavan disammet ha leun a levenez ;
Drant, va fenn a savan, c’hwibanañ ’ran d’ar bed,
Kanañ a ran d’an neñv, mousc’hoarzhin d’ar stered ! »
1 E Brenniliz, Menez Forc’hen a zo anavezet e Breizh abalamour d’e dorgenn vrudet.