Tantad Sant Yann

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 24/06/1917
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da F. Berrehar

Kement paotrig bihan
A gas bodigoù lann
D’ober tantad Sant Yann,

Graet e-kichen ar groaz,
E-kreiz ar blasenn vras,
En disheol d’ar gwez glas.

Kêriz, deuet d’an noz,
Ha zoken ar re gozh
En ur gontañ o c’haoz,

En em vod el leur-gêr
’Vit digor ar gouel kaer
Em parrez* a reer.    [sic] 

Prest e vraller ar c’hloc’h,
Hag hep gortoz pelloc’h,
E welit o tiloc’h

Ar merc’hed eus pep korn,
O chapeled ’n o dorn,
Gwazed echu o c’horn.

Ar beleg en aoter
A lavar ur bater,
Ha goude e seller

Eus Sant Yann ar banniel,
Douget plom hag uhel,
An iliz o leuskel.

An tantad benniget
Diouzhtu ’vez elumet,
Ha neuze ’vez klevet

Kan ar « Magnificat »
Evit trugarekaat
E barr en Neñv hon Tad.

    ***

E tommder mezheven,
Dindan al loar velen,
Ra welor da viken

Kendalc’het en hor c’hreiz
Giz kozh ha mat hor Feiz !...
Hepdi Breizh ne ve Breizh.