Peurzorn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 09/09/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kent terriñ al linenn eus an div gostezenn
O deus a-hed an deiz dalc’het d’en em souten
Ar freilhoù war al leur, gant an taol diwezhañ,
A lakay an douar, ar c’hrañjoù da grenañ.
En despet d’ar skuizhder, da verkañ ar peurzorn,
’Vo graet ur youc’hadeg. Goude, e-barzh ur c’horn,
E sec’hor ar c’hwezenn ’pad ma tered fonnus
an Itron eus a di, en he dorn chistr bervus,
’Vit treuziñ al leuriad da leuniañ ar werenn
A ro kalon d’an den, naetañ ar c’hourlañchenn.

    ***

Ar merc’hed a dosta gant o ferc’hier en aer
Da gempenn ar c’holo ’vel en-dro d’an aoter,
E Rom, ar Vestaled, p’en dije ar roue
Renet al lidoù sakr en enor da Zoue.

    ***

Neuze, holl a vesko c’hoarzh ha kanaouennoù
Ken na baro en oabl skleur ar steredennoù.