Genver

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 20/01/1918
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m mignon an aotroù Yann Gueguen

Na delienn na bleunienn ! geot skornet er pradoù ;
Bouedenn an ed, er park, kousket en ervennoù ;
En hentoù, el leur-gêr, an erc’h o peurdeuziñ ;
Ar yer o pigosat skubelladur an ti,
O vont, goude, nec’het da buchat war o c’hlud,
E-pad ma c’hwezh er porzh un avel yen ha yud.
Setu aze Genver, er maezioù, en deiz-mañ.
Goañvezh ne voe biskoazh tristoc’h eget hemañ !

Koulskoude, me a gred e klev al labourer,
E mouezh kloc’h ar barrez o tasson er pellder,
Gerioù nerzhus ha kreñv : ar boan n’ez eo netra,
Ma teu diouti ur Mad, mar hon c’has war wellañ !...

Me ivez, en despet da’m spered gwall sammet,
Am eus atav fiziañs, rak, en un hir-sellet
Ouzh starter ha kalon hon holl difennourien,
’C’houzañv merzherenti, du-hont war al linenn,
E kredan e pigno an heol lugernusoc’h
War dremmwel hon Bro ger, kresket ha yac’husoc’h.

    12 a viz genver 1918