an Toer
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Savet ez on bet e Kerne
E-tal mengleuzioù ar menez.
Yaouankik ez oan darbarer,
Ha da bevarzek vloaz toer.
Biskoazh n’ez on bet laouenoc’h,
E rankan hel lavaret deoc’h,
’Get pa laken va zavañjer,
Ur morzhol en va gouriz lêr.
Ab’oe ’meus graet meur a doenn,
D’e-leizh, didoullet o lojenn,
Pignet em eus war vanerioù,
Kempennet dezho o zourioù !
Iliz va farroz hec’h-unan
Ha deus bet ezhomm eus va foan !
’Tal an tiez hag o fignon,
Dreist-holl a-raok sul ar pardon,
Hag a-wechoù ar gouelioù bras,
Am eus gwennaet gant laezh-raz.
Ha, koulskoude, o va breudeur,
Va leve n’eo kresket nemeur,
Paour ’on ganet, paour e choman1,
Setu va flanedenn amañ !
Un devezh, ’michañs, ma ve ret,
D’in ganeoc’h goulenn va zamm boued,
Ho po soñj mat eus ho toer
’Ho tiwalle diouzh gwall-amzer.
1 Biskoazh em bro n’em eus gwelet toer o pinvidikaat.