da Serr-noz e Uhelgoad

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 14/10/1917
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù abad Herry

A-raok mont da veuziñ er morioù islonkus,
An heol ruz er pellder a weler lugernus,
Kelc’hiet a goumoul gwenn ; hag an avel c’harv
A fourgas en hentoù strolloù delioù marv.

Setu emañ an deiz aet da guzh e Uhelgoad...
Difonn ha trist an Noz zo diskennet er c’hoad
War he zremen gorrek ’n ur glevet plantennig,
Gwezenn ha doureier oc’h hiboudiñ sioulik ;
Eus donder ar stankenn, liñseliet a latar,
E sav an hiraezh c’hwerv a vez gant pep diskar.

    ***

O mare melkonius, da skleurennoù toc’hor
D’an Noz, en despet dit, a beurzigor an nor !
Da varv zo heñvel ouzh kimiad an ene :
Pa vez sonet an Eur, e vennfe dont a-dre[ñv],
’N em stagañ en hor c’hreiz, derc’hel start d’ar madoù
Na gar ket kuitaat... hag hen tra* an Ankoù !    [her gra ?]