Sant Ivon

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 23/06/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kaer ho po kaout anv, galloud, pinvidigezh,
N’ho po ket, evit se, lod en Divarvelezh.
Er bed, holl a dremen : ar gened ar gaerañ
En em dro e ludu, koulz lâret e netra !
’Vel-se da sant Ivon, en despet d’e c’houenn gwerc’h,
E oberoù hepken a dalv brud war e lerc’h.
Hen goulennit kentoc’h ouzh ar c’hizeller koad
A lakas hon aotroù en iliz Uhelgoad :
Eno ’c’heller gwelet eus Difennour ar Gwir
Ur skeudenn gentelius – r’he devo buhez hir ! –
Ivon o plañsoniñ hep ardoù, dibismig,
Ur gurunenn d’ar Paour dirak ar Pinvidig,
O reiñ da anaout e tle ar barnour mat
Barn hervez al Lezenn ha neket diouzh ar stad.

Ken pell amzer e Breizh, evel er broioù all,
D’ar Gwir, d’ar Vadelezh eo bet trec’h an urzh fall,
Keit yev an Drougiezh ’c’houzañvas an douar
Ma kar ganin kavout e tiegezh hon Gloar,
E penn hon tud vrudet, unan eus hon Sent kozh :
Gouloù en deus taolet e teñvalder an noz.