ar Sakrist kozh
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Pa zistroan war va c’hiz
E welan kalz kenvroiz,
Hag etrezo ar sakrist
’N doa va furmet da golist,
A zeske din ’pad ar goan
Katekiz goude koaniañ.
« Tonton Laou1 » ez oa anvet
Gant kement ’oa badezet.
Dougen ’rae ur bragoù berr,
Gwech chupenn, gwech kroc’hen-ler.
A-hent-all e oa bihan,
Hag e vouezh dinerzh ha moan.
E oad a oa ar penn-kaoz
M’e c’halved ar Sakrist kozh.
Daoust d’e lagad berrwelet,
Lunedoù ne lake ket.
Souezhus oa er vemor :
Alies en e gador,
’Lâre deomp kentel ar Feiz
’N un doare ken pizh ha reizh
Ma chomemp holl estlammet
Dirak kement a spered.
***
Neuze ’ta, da di va eontr,
Deut an noz, e tleemp mont.
Ni a oa bugale dous,
Morse ne veze gourdrouz ;
Diskouez ’raemp d’hon mestr karet
Sujidigezh ha resped.
Pa deue d’ober e gest
E kement tiad ’oa gouest,
’Veze degemeret mat
Hag ivez trugarekaat.
***
Koulskoude, an den kaezh-se
Atav e peoc’h ne veve :
Ur vandennad ailhoned,
Pa veze an heol kuzhet,
’Bigne war c’horre e di
Da ober jilivari,
O leuskel diwar al lein
Da zisachañ bernioù mein,
Hon lakae da grenañ,
Meur a hini da ouelañ.
Krediñ a rae hon mestr kaezh
Ez oa an Anaon er-maez,
Hag e lâre gant kreañs :
« Goul’omp eur o delivrañs ! »
***
Evit ar vad graet gantañ,
E-pad m’eo bet er bed-mañ,
Ez eo bet, moarvat, gopret...
’Vit-se ’meus kement pedet !
1 Laou Bothorel