Pedenn un tad marvet er brezel

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 09/06/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an itron Retour

    « Bez ur soudard a dle bezañ e-lec’h ez eo kouezhet »
    Kabiten F.M. Retour, lazhet en asailh Tahure

Tremeniad, pa gavi, en tu-mañ d’al linenn,
Va mibien, glac’haret, o vont izel o fenn,
Tosta kerkent outo, a-berzh o zad marv
A zo bet douaret hep merk hag hep anv,
Evel kalz a re all kouezhet er memes deiz
Ha stlapet eveltañ ’n o diwezhañ gwele,
Ur foz toullet dillo ha primoc’h c’hoazh stouvet,
Abaoe, meur a wech kollet, adkemeret.

Daoulina war ur bez pe harpañ ouzh ur groaz,
Gant esperañs da gaout va roud er bed-mañ c’hoazh,
A vije evito un enklask didalvez ;
Hel lâr dezho goustad, met gant hardizhiegezh...
E c’hallont her soñjal, va huñvre ’vije bet
E bered va farroz bezañ un deiz laket ;
Nemet, pa’z on marvet evit difenn ar Frañs,
Em lezit en talbenn betek an delivrañs,
E-mesk va c’henvroiz sebeliet eveldon,
Piv ’oar ken e pelec’h !... Ne gollor ket hon c’houn :
Diwezhatoc’h ar bobl ’raio perc’hirinaj
E chapel hon Eñvor, da baeañ an truaj
Hon eus holl gounezet ’vit bezañ bet falc’het
O trec’hiñ ’vit ar Gwir a-enep trubarded.
N’eus ket kaeroc’h marv ’get, hep fallgaloniñ,
Mervel, war un dachenn ken sakr hag hon hini ;
Hon plas a zo amañ ’vit atav he diwall
Ha diskouez da viken ez omp tud didamall.