Nomenoe

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 01/06/1919
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’ar Yeoded

E Deun e valvennoù den e zaoulagad glas
A zisklêrie da Vreizh ’vije adsavet c’hoazh
Rouantelezh Morvan1, kouezhet e Langoned,
Dre un taol treitouriezh, dindan yev ar Franked.

Rak-se hon c’henvroiz a c’hortoze gant droug
Ar c’hemenn da lemel ar sparl diwar o chouk :
Pa skedas an tantad war venezioù ar Vro...
A-strollad e savjont evel ed an erv.

E-kichen kêr Redon2, div noz ha tri devezh
Enep Charlez ar Moal e stourmjont hep paouez,
Pe weljont, d’an enderv, Impalaer ar Franked
Tec’het diouzh an dachenn, e galon spouronet.

Neuze ar Vretoned, en o nerzh hag o gloar,
E-keit ma tremene war c’horre an douar
Askell an noz teñval, a embannas Roue,
Tad o Broadelezh, ar Brenn Nomenoe.

 

1 Dibennet dre urzh Loeiz kentañ
2 E Ballon