ar Miliner

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 29/12/1918
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

War lez ar roz, e-mesk ar gwez,
E-pad ar bloaz ’vevan kompez.
Va milin a zo er gwasked,
Enni ’kavan an eürusted,
Dreist-holl pa ven war ar chaoser,
Va c’hein harpet er sklotouer*,    [galleg clôture
O welet e rod ’penn an ti,
An dour o ruilh ’n un eonenniñ ;
A-bell o tont ar portezer
O c’hwibanat dre bep amzer
’N ur zegas din greun ar maeziad
Da valañ ’vit an tiad ;
O sevel, pa deu an tommder,
Er pradoù gleb ar fonneier ;
Oc’h en em gargañ a vleunioù,
Er gwaremmoù, kein ar c’hleuzioù ;
Pa deu mare ar yenijenn,
Ar rev gwenn e strad an draonienn ;
War nij strolladoù houidi
O tiskenn em lenn da c’hoañviñ.
Lod a gavfe hir an amzer
Ma rankfent ober va micher.
An dour a dremen hep ehan
Dre ar palioù e-barzh ar c’han
A gemenn din karout va stad,
Ober gant kendalc’h va sac’had.
Evel-se me ’stag da’m labour,
A-hed an deiz a ra bleud flour.
Pa ziskouez an noz hec’h askell,
Pa sav ar stered en dremmwel,
E kouskan, e peoc’h va ene,
E goudor reier ar menez.