er Menez

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 11/04/1920
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an aotroù Frañsez Vallée

Setu me, va mignon, e-kreiz menez Are,
E parrez Lannedern, kousket en ur gwele
War ar plouz hag ar pell, ostiziad un den mat,
’Vel gwechall er Fouilhez pa oan e ti va zad.

War leur-vaen an oaled, e-kichenig an tan,
Ar c’hizier o soroc’h ’n un dennañ o alan,
Tik-tak ar momeder o skeiñ en horolaj
A zegas din da soñj eus va bugaleaj.
Dirazon ’n em ziskouez neuze nozvezhioù kaer,
Pa lâremp, goude koan, a-gevret ar bater,
Heuilhet gant lennadur burzhudoù hon Sent kozh
’Veze kavet ’n ul levr a lezed deiz ha noz
War ur plankenn derv a-us d’ar siminal,
A rumm da rumm, hep mar, ’b’oe an amzer gwechall.

E peurrest an nozvezh ’konted rimadelloù,
Ha ’kemmesked zoken gwerzioù ha kantikoù...
Mouezhioù hon gourdadoù, kanaouennoù nevez
A c’houdore neuze pep toenn e Kerne.