Madober ar menez

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an aotroù Ernault, barzh ar Goued

Goude un endervezh tremenet er menez,
E tistroit d’ar gêr, barret a levenez ;
’N em zastumit ’n ho ti e sklêrder ar gouloù,
Hoc’h ene sioulaet, dieub diouzh hualoù.

Bez ho po marteze devezhioù ankeniet,
Glac’har, tristidigezh pe nebeut a yec’hed,
Ezhomm da bellaat diouzh pep seurt enkrezioù...
O, neuze, kemerit ravent ar menezioù !
’N o c’halon e kavoc’h gwell eget e lec’h all :
Dudi an daoulagad, paouez evit ho tal,
Ul louzoù d’ho poanioù, kreñvder e pep ezel,
Ha damant d’ho preudeur a c’houlenn ho skoazell.
Eno, war varr al lann, ’kreiz ar roz digenvez
En ec’hondr divent ’santit ho tistervezh ;
Diskenner er blaenenn, ’varnit hegaratoc’h
Ha gant un dremm habask ar re ’zo dindanoc’h.