Va buoc’h velen
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Ur pennadig ’rankan adstennañ va zelenn
’Vit reiñ ur veuleudi dleet da’m buoc’h velen,
Ar c’haerañ aneval gant he c’herniel uhel,
He blev flour, he zroad skañv ’giz hini ur gaerell.
D’ar beure, ez ae ’r-maez en a-raok d’ar vandenn
A gase, a vleine dre ’n hentoù penn-da-benn.
Ma c’hwezhe avel dreut, sur d’ar park gwasketa
E kerzhe dizehan ha dillo da voueta.
En deizioù brumennet, pe c’hoazh pa gouezhe glô*, [glav]
E welen anezhi, trist evel ar marv,
O vont dre harz ar c’hleuz d’ur wrimenn c’holoet,
Evit kavout an tu da vezañ disglavet.
Pet gwech, pa oan paotrig, ’vit sentiñ ouzh va zad,
’Meus he dizarbennet, o krediñ ober mat ?
Raktal, va loen feuket en he sav a chome
’Vel da glemm war e stad... Petra ’soñje neuze ?
Piv ivez ’lâro din perak, da boent an êst*, [eost]
E klaske ar ragain ? Eus an dra-se ’on test.
Pell-pell zo, d’ar bed all eo aet va buoc’h velen,
Met he stumm zo manet engravet ’barzh va fenn !