al Leonad kozh en e zouaroù

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 27/07/1920
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an aotroù Larher, Rogef

Ur sulvezh, goude lein, e maezioù Sant-Kadou,
E-tal ar mengleuzioù, e gorre ar madoù,
Gant ul Leonad kozh e raen un dro vale.
Va faeron, den a bouez, a gar e kalz bale :
Douar, loen, amezeg, oa vihan digarez
Da ober un ehan ’vit meuliñ e barrez.

War dailher* e gezeg lorc’hek ’taole e zorn,    [?] 
Hag an oc’hen oazus ’zerede a bep korn ;
Er parkoù ed ha kaol en ur vrallañ e benn,
E pare e lagad war drevad an ervenn.
Kement a levenez en e gêr a gave
Ken n’oa den eürusoc’h egetañ er menez.