Lennon

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 15/09/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’un den eeun, skiantek ha madelezhus, an aotroù Henry, koueriad ha gwenaner, testeni a garantez.

    Amañ, pell diouzh an trouz
    Hag holl safar ar bed
    ..............
    Me a wel ar gwenan
    Savet da c’houloù-deiz...

A ganed, ur sulvezh, e-barzh iliz Lennon,
Da ziwezh an ofer’n lâret gant ar Person.
E-pad m’en em stenne, skeudenn hon Esperañs,
Eus an aoter d’ar volz konabrenn an ezañs
Ha ma veske o son evit an añjeluz
Ar c’hleier skiltr en tour da vouezh ur bobl doujus
Hag ar peoc’h a renas er vourc’h ’hed ar sizhun...

O sioulder diskuizhus ! Dudiusoc’h n’eus nikun !
Az’et e-mesk ar c’hoad, pell diouzh pep hent nevez,
Lennon a zo savet e-kichen ar menez.
’N he harz en emg aver a-wechoù tremenet
Hep soñjal emañ tost, na zoken he gwelet.
En em guzhat a ra. Pet n’ouzont he anv !
Lavaret e vefe un aod gwerc’h hep lanv.
N’he deus istor ebet. Graet eo he laouender
Gant tommder ur bann-heol ha kan an alc’hweder.
Enni c’hoazh merc’hed kozh ’welan o kegeliat
Gloan pe ganab tailhet ’vit ezhomm an tiad.
Bugale a c’hoari ’n ur prad war ziribin :
Daou a’ne a zo stag en ur c’hrogad gourin*.    [gouren] 
War ar c’hleuzioù koadek ar gudon a c’hrougous ;
Avaloù ’ra al lez1 da veur a gragell blouz.
Leun a binvidigezh eo he douaroù tomm ;
Dirazo, souezhet ’on bet gwelet o chom.
Setu perak ’ve din Lennon o vousc’hoarzhin :
Advevañ ’ran eno va devezhioù mintin.

Buan ’teuio an eur ne’z kwelin ken lies,
Met atav, o Kêrig, ez po va c’harantez !

    30 a viz eost 1918

1 E Lennon, ar gwez avaloù a zo stank en-dro d’al leurioù hag a led o brankoù a-us d’ar bernioù plouz.