E penn e di ’tal al leur-gêr,
Dindan e lojenn ar c’harrer
A c’hortoz, dibres ha dizoan,
Ma sono ar c’hloc’h eur e goan.
Neuze, pa dan e gorn-butun,
Evitañ ar vourc’h a zihun.
Klevet a ra war an hentoù
Kirri a storlok o rodoù.
Kilviziet* en deus o danvez ;    [kalveziet] 
D’o stumm, d’o oad e taol evezh.

Un deiz, ’n e gichen azezet,
E voen gantañ gwall sebezet.
« Selaou o ruilh karr Per Mevel,
O krozal hini Fañch Kabell.
Me a zo sur ’mañ en Dour-Bras
O pignat kezeg an Ti-Glas,
Hag o cherrañ* en Hent-Haleg    [?] 
Ahel merour Yann Lagadeg.

« Dec’h e strakate betek noz
Er Vier kiboù* ar Porzh-Kloz,    [fusées d’essieu de charrette] 
Ha diwezhatoc’h, er Groaz-Hir,
Moelloù pounner Ivon ar Gwir.
Paotrig, evidon pebezh joa
Gallout bevañ a-hed ar bloaz,
Ha zoken e-pad va amzer,
Gant holl oberoù va micher !
Hep o heuliañ atav, m’o gwel ;
Morse ne zilezan bugel !
Skoazellañ a ran pep hini
Pa zeu toc’hor o izili. »