Va huñvre

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 28/07/1918
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an abad Nicolas Mevel

Un ti koant, er gwasked, e strad un draoniennig,
E-lec’h o hiboudiñ e klever ur wazhig,
Hag o kanañ lirzhin an evned er glazur,
Eo huñvre meur a varzh. Va hini n’eo ket sur !...
Din un dachenn izel, goloet gant ar gwez,
Diwallet gant kleuzioù, plantet a zrein, a zrez,
A vo pouezus-meurbet... un ere da’m spered !
Enni en em santan evel en ur gaoued.

    ****

Me a garfe bevañ e gorre ar Fouilhez
Evit gwelet bemdez, da bep eur, va menez,
Va bourc’h, he zour, he c’hoad, koumoul o kuruniñ
Kribell an torgennoù ; an heol o lugerniñ
War vrug ar gwaremmoù ; ar moged o pignat
’Us d’an tiegezhioù ; an den o labourat ;
Sav mintinoc’h an deiz ; ur gridienn don da noz ;
Dindan an oabl cheñchus kenvroiz o repoz.

    ****

Daoust d’ar glav, d’ar yender hag ivez d’an avel,
Dre eno e kavfen, aze’t en ur skabell,
D’abardaez va buhez, ar joa war an douar,
Ar gwir evurusted, soñjezonoù dispar.