War vez ur c’hwreg yaouank

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 08/07/1919
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da eñvor Mari Anna Guyomarc’h

Petra eo ar vuhez ’met dispartioù garv
Da c’hortoz ma tinto son lezoù ar marv ?

Lennit, eta, kentoc’h ! En va bourc’h, ur bloavezh,
E lâren kenavo, bremañ zo dek hañvezh,
Pa gemeras va dorn ur c’hwreg yaouank eürus,
Gwir vestrez vereri, karet, karantezus :
« Ma varvan araozout, deus da’m c’has d’ar vered ;
Piv, eta, am heulio ’met ar re ’meus karet ?
Me ’yelo da’z ambroug mar fellfe da Zoue
E teufes da dremen e-keit m’am bo buhez !... »

Daou viz diwezhatoc’h e roer din d’anaout
Ur marv glac’harus o paouez c’hoarvezout :
Va c’henvroadez kaezh, enor, skouer he fennkêr,
Joa he zud, he farroz, d’ar vered a zouger.
Ganti, em c’horn-douar, e varve ul lignez
Anvet a-hir-amzer e kreisteiz ar menez.

’N ur bediñ war he bez, e kleven goustadik
O son ur vouezh krenus, hiboudus, disterik.
Me ’gred e lavare : « Don ez oa da c’hlac’har
Pa lennes ’n ul lizher ’oan kaset d’an douar.
O ! kendalc’h da zonet, bep bloaz da vihanañ,
Pa zistroi er vro, amañ da zaoulinañ.
Pell eo aet va c’herent. Pa vêr bet mignoned
N’ez eus netra tristoc’h ’get bezañ dilezet,
Din va buhez ’oa c’hwek ! Du-mañ, e ti va zad,
Ne gaven ’n e geñver ’met amezeien vat.
Gant feiz en deiz da zont ha kalon e pep tra
E klaskis penn-da-benn ober ’vit ar gwellañ,
Oc’h esperout ur mab gant va spered c’hoantêt.
Perak e barr va oad ez on-me bet falc’het ?
Va daoulagad serret ’welint mui an deiz sklêr :
Evidon da viken ’reno an teñvalder,
Ar yeni’enn, al latar, kement direizhamant
’Ra d’an den sebeliet kavout nec’h ha damant.
Evidout pa chomez war va lerc’h er bed-mañ,
Bev pell c’hoazh gant da re... Pegement o c’haran !
Ar vuhez a zo mat... Ra vo miret da dud !
Klemm ac’hanon ! marvet ! disher ! e-kreiz va brud !... »