Feunteun Sant Kadou

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 08/02/1920
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Sant Kadou a vousc’hoarzh, a-us d’e velezour,
D’an dud e zarempred, ’c’houlenn gantañ sikour,
Dreist-holl d’ar plac’h yaouank pa stlap ur gozh spilhenn
Evit gouzout, moarvat, lod eus he flanedenn.
Piv dre e huñvreoù, gant esperañs pe spont,
N’en deus ket c’hoantaet lenn en devezhioù da zont ?

    ***

Ur baourez, daoulinet, ’n ul lâret he fedenn,
A ginnig an dour sakr a bare pep terzhienn,
A ro d’ar baotredoù nerzh en o izili.
’Vit he zrugarekaat ha kent kimiadiñ
E rois ur gwenneg. Goullo e oa va yalc’h...
Kavit, aotroù Kadou, va aluzen a-walc’h,
Ha diouzh va ziegezh harzit ar wall avel,
Ar c’hañv, ar c’hleñvedoù. Grit ma chomo santel !