Dall kozh Sant Herbod
Author
Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 23/05/1920
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
da eñvor va zad-kozh, Maksim Picard
Azezet war ur skabell,
E-kichen dor ar chapel,
Un dall kozh divlev e benn,
A astenne e grogen.
’Vit an dud hag o loened
E lâre e chapeled.
Lod, koulskoude, n’hen gweljent.
Gant mall o devoa da vont,
Da reiñ o frof d’ar Sant kozh
Ken brudet ’vit e vennozh.
Yaouankik, me va-unan
’Dremenas hep ober van ;
Met, ur pennadig goude,
E-keit ma peden Doue,
’Soñjis em zad-kozh marvet
Gantañ kollet ar sklêrded,
Am lake war e varlenn
Da glevet ur gontadenn,
Da deurel din em godell
Ur blankig, pa’z oan bugel.
Em c’halon e vadelezh
A zihunas va evezh,
Hag, o tistreiñ, e lakis
Da gouezhañ un tamm moniz, [moneiz]
An hanter eus va arc’hant
Da behini ’m boa damant ;
Rak neuze gant ar gouerien
’Veze rak ar gwenneien.