Kan re varv ar brezel

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 16/03/1919
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an aotroù A. ar Braz, e koun e vab, lazhet er Brezel

    I
Brallañ a ra ar c’hleier,
Son an drompilh a glever,
Skleur tantad ar menezioù
’Luc’h betek war hon bezioù.

    Diskan
Gwelet ’reomp en dremmwel
Un heol nevez o sevel ;
Evel-se ’skuilhjomp hon gwad
Hep keuz evit hon Bro vat,
Ha mar bez ganeoc’h peurgraet
Hon oberoù arsavet,
Eürus ’vezimp da viken
Dindan douar an talbenn.

    II
Ar Peoc’h, pebezh kalon mat !
A zo embannet, moarvat !...
Da viken ni hen miro !
Setu le ar Re Varv.

    III
Ni ’harzo ouzhoc’h ar spont
A weljomp, un deiz, o tont
Da enkreziñ hon c’hêrioù,
Ha gwashoc’h c’hoazh hon maezioù.

    IV
Hon c’horfoù zo bet muntret,
Met biskoazh ne voemp trec’het !
Start ’tiwalljomp hon linenn :
Ar German n’oa ’vit tremen !

    V
Ma teu c’hoant d’e vugale
Klask hon tagañ adarre,
E savo hon relegoù,
Gwir armead an Ankoù.

    VI
Ni ’zougo falc’h ar Marv :
A-hed, a-dreuz e troc’ho !
It d’ho labour, dibreder,
Dindan kan an alc’hweder.

    VII
C’hwi hen klevo o kanañ
En oabl, bemdez, hosanna !
War mab-den, o kan bennozh,
Evnig drant ar Gelted kozh !