Kêr-Rolland e Brenniliz

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 23/11/1919
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m c’henvroad Yann Saliou

Kêr Rolland, o kêrig, soñj ho peus eus an deiz,
Un abardaez evel na gavin ken e Breizh,
E teuas da’m ambroug betek hent va farrez
Ur plac’hig1 skañv ha flour, flamm ’vel ar Wirionez,
A luc’he he lagad a-giz ur steredenn,
A ruilhe war he c’hein rodelloù blev melen ?

Dic’houzvez a safar ha pell diouzh ar gevier,
Genel ha bevañ ’rez e c’hwezh al lanneier,
Bleunienn menez Are, sonn ha soubl, krennardez,
’N he stumm, en he gizioù, ur wir Gernevadez.

Bale a raen ganti a-hed ar menez Gwenn,
Luskellet dre he mouezh, goustad, pleget va fenn,
’Pad ma kouezhe warnomp bannoù heol Gwengolo
A roudenne al lann a liv hanter-varv,
Ma seblante plegañ d’ober reiñ allazig
Bodoù brug ha raden, koulz bras ha bihanik.
« Karantez un devezh ! » ’soñjen ’n ur gimiadiñ,
Hag e wasken he dorn ’barzh ma tec’hen diouti.
            Mui n’he gwelis,
            O tra griz !
            A-boan he doa
            Seitek vloaz...
            Paouez, va fluenn,
            En anken !
            Goulevan a druez,
            Sav da vouezh !...

Tud ha traoù a gaver ha na dlefent tremen,
Met parañ war ar bed hep diskar na termen.
Yaouank, me o c’hrede krouet evit padout,
Bezañ atav karet, gallout atav karout !
Allaz ! en douar-mañ, zoken e pep buhez,
N’ez eus hep drouk-kemmesk un eur a levenez.

 

1 S.B.