ar Bonedoù ruz
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
O klask en em sevel enep o Renerien
Dibaot eo, er bed-mañ, kavout rumm ar gouerien,
Nemet pa welont ren en despet da bep gwir,
Ober dispignoù bras, brezel disleal, hir,
Gwaskañ kement ar Bobl ma n’he deus ken diviz
’Met derc’hel penn d’ar gwall pe vevañ deizioù kriz.
Kement-mañ ’zegouezhas dindan Loeiz Pevarzek,
’Voe pounner e veli war an dud ezhommek.
Flastret gant an tailhoù re gresket ha drastus,
E deun Kerne-Uhel, stroll ar Bonedoù Ruz
A reas un emglev ’vit diskar al lezenn
Savet ouzh ar paper, butun ha listri-staen
Hep aotre hon Breudoù betek-henn kuzuliet
Hervez an diviz graet pa voemp ouzh Gall staget.
Pa weljont an Noblañs o peursoublañ o chouk
Dindan an urzh nevez, e tiskouezjont o droug,
Hag e tizalbennent o c’hestell, o madoù :
Alies reuz ha mesk a heuilh seurt strolladoù.
***
Reizhidigezh dre nes en em gavas raktal :
War girzhier ar parkoù c’halled gwel’t o hejal
Korfoù noazh hag euzhus, « frouezh » dispar « nevez »,
’Skriv mestrez ar « Reier », un itron, ur vaouez1,
« Kement ez oa krouget » a lavare d’he merc’h,
« Ma n’oa ken da grougañ » a gakete war-lerc’h.
He meulit, mar karit. Diouti me ’n em zistro.
An hini am zamall, karout a ra e Vro ?
Beleien, tud santel, ha mistri, selaouit* ! [K selaouet]
Me ’garfe en iliz, er skolioù, ho klevet
’Teskiñ d’hon bugale oberioù o Zadoù :
N’eo ket o hentañ mat o c’has war o roudoù ?
Paotred o Bonedoù a varvas merzherien ;
Ned on ’vit o lakaat e-mesk ar bec’herien.
1 an itron a Sévigné