ar Bonedoù ruz

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 04/01/1920
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

O klask en em sevel enep o Renerien
Dibaot eo, er bed-mañ, kavout rumm ar gouerien,
Nemet pa welont ren en despet da bep gwir,
Ober dispignoù bras, brezel disleal, hir,
Gwaskañ kement ar Bobl ma n’he deus ken diviz
’Met derc’hel penn d’ar gwall pe vevañ deizioù kriz.
Kement-mañ ’zegouezhas dindan Loeiz Pevarzek,
’Voe pounner e veli war an dud ezhommek.

Flastret gant an tailhoù re gresket ha drastus,
E deun Kerne-Uhel, stroll ar Bonedoù Ruz
A reas un emglev ’vit diskar al lezenn
Savet ouzh ar paper, butun ha listri-staen
Hep aotre hon Breudoù betek-henn kuzuliet
Hervez an diviz graet pa voemp ouzh Gall staget.
Pa weljont an Noblañs o peursoublañ o chouk
Dindan an urzh nevez, e tiskouezjont o droug,
Hag e tizalbennent o c’hestell, o madoù :
Alies reuz ha mesk a heuilh seurt strolladoù.

    ***

Reizhidigezh dre nes en em gavas raktal :
War girzhier ar parkoù c’halled gwel’t o hejal
Korfoù noazh hag euzhus, « frouezh » dispar « nevez »,
’Skriv mestrez ar « Reier », un itron, ur vaouez1,
« Kement ez oa krouget » a lavare d’he merc’h,
« Ma n’oa ken da grougañ » a gakete war-lerc’h.
He meulit, mar karit. Diouti me ’n em zistro.
An hini am zamall, karout a ra e Vro ?

Beleien, tud santel, ha mistri, selaouit* !    [K selaouet] 
Me ’garfe en iliz, er skolioù, ho klevet
’Teskiñ d’hon bugale oberioù o Zadoù :
N’eo ket o hentañ mat o c’has war o roudoù ?

Paotred o Bonedoù a varvas merzherien ;
Ned on ’vit o lakaat e-mesk ar bec’herien.

 

1 an itron a Sévigné