ar Blev-kozh
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Dont a rae da goulz koan, skoazellet gant e vazh,
E dreid pounner a-stlej, ur bisac’h war e skoaz,
Da dommañ ’tal an tan o c’hedal ar soubenn
A zebre diaes-kaer, menet ’krene e benn.
Peurvuiañ e chome dic’her war e skabell
Betek eur ar c’housked, pa save ar mevel
Evit e gas d’ar c’hraou e-lec’h e reer e fled2
Gant gwiskamantoù kolo a deil daou-gementet3.
Antronoz, mintin mat, hep lâret grik, didrouz,
Da ergerzhout ar vro e kuitae e blouz.
Un devezh, er menez, azêt war lez an hent,
E chapeled ’n e zorn, e varvas ’vel ar sent.
Eno, n’eus ket pell c’hoazh, ’n ur waremm waskedet,
Un tammig kroaz sapin gant e gerent laket,
A zegase da soñj eus un ene kristen
Galvet gant e Varnour pa oa deut e dermen.
N’her c’havan ken bremañ... O eñvor ar Blev kozh,
Warnout ’vel war bep tra e kouezh liñsel an noz !
ar Blev-kozh : lesanv ur paour eus Koumana
1 Gwele rez, grabat e galleg
2 Ar c’hiz-se da gousket ar paour a zo anavezet c’hoahz e meur a diegezh a Gerne, Treger ha Leon. Er goañv, eo gwall gant ar paour kousket e-mesk ar saout eget en ur solier, e-touez ar foenn pe ar plouz. Tommoc’h e vez dezhañ.