da Loeiz Guyomarc’h, maer Berrien

N’eus e menez Are gwelloc’h labourerien
Eget ar re a vev e-barzh parroz Berrien.
Un dudi eo o gwel’t, e-kreiz ar gwaremmoù,
O treiñ douaroù kozh, o tiframmañ bommoù !
Lavaret e vefe Booz gant e diad,
Dindan lagad Doue, en e bark oc’h arat.
Ar wazed lezirek zo dibaot en o mesk.
Dibaot c’hoazh ar beorien, ha n’eont ket war gresk.
E pep ti e vagont oc’hen ha kezeg mat.
N’eo ket int-i a werzh an dra a-berzh o zad.
C’hwek e kavont o bro ha c’hwekoc’h c’hoazh o c’hlud :
Evito n’eus eurvad ’met e-kichen o zud.

    ****

Eno, evel gwechall, e virer ar gizioù,
Ha dre gant ha dre vil, da niver a c’houelioù,
En em vod kenvroiz ’vit azezañ ouzh taol :
Pedomp n’ez afe ket ar boaz-se war zistaol !

Pa veves gant da rumm, e brud da yaouankiz,
E rene e pep kêr, e pep lec’h, ar seurt giz.
Er Reunioù, Gêr-Nevez, betek Pont-ar-C’houzig
A-gevret e tebre ha paour ha pinvidig.
Evel-se en da vro etre an holl diez
Kerkoulz hag er maezioù e weler unvaniezh.

Eñvor an Amzer-Gozh a zo fur e zerc’hel ;
Bez’ ez eo evidomp ur skouer hag ur gentel,
Ur gwir leve  zoken, hêrez hon gourdadoù.
Me hel laka e renk ar prizetañ madoù.