an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 10/09/1916
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da ganerien Breizh-Izel
    war holl donioù dañs Kerne

Er c’hiz kozh ’fell ganin, kanerien Breizh-Izel,
Enoriñ daou Ganer hag o mouezhioù uhel.
Pediñ a ran eta da reiñ din sklêrijenn
Ar sent hag an aelez ha Doue, hor souten.

Ra vevo en ho mesk eñvor Yann Jezekel1
Ha Laouig Pouliken, evidoc’h ur gentel !
Ganet ez int o daou e parrez ar Fouilhez,
’Tre Leon ha Kerne, war vordig ar menez.
Asambles pa vezent, da zevezh ur foar gozh,
Yaouankizoù ar vro n’o leze e repoz
Ken n’o dije kanet un dro-zañs er blasenn
E-lec’h en em voded e pep tu, e pep penn.
Ar re gozh o-unan, n’hen ankouain morse !
Gant ur seurt follentez en abadenn ’lamme.
Er vourc’h, war ar maezioù, evit an euredoù,
O mouezhioù ’zassone e foñs an draoniennoù.
Kêriz o selaouas hag, e pep korn-douar,
An holl dud o c’have dudius ha dispar.

Kanomp, kanomp, paotred ! kanomp da virviken
Eñvor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !

Kentañ em eus santet petra eo ar C’haerder
’Voe o klevet o c’han sklêr, plijus ha tener,
A skoas war un dro va c’halon, va skouarn,
Ken don ha ken nerzhus ma strakis va douarn.
Setu amañ penaos, em ene a vugel,
’Santis, ouzh o c’hlevet, an Awen o c’henel :
Goude ur pred eured, e-barzh ur marchosi
’Oa bet kaset an dud eus an ostaleri,
Va migoned ha me ’savas en ur rastell,
Lorc’h ennomp ’vel er priñs a vez en e gastell,
Pa glevjomp ur vouezh treut, hini mestrez an ti :
« Buan, buan er-maez, holl sec’herien o fri ! »
Kalz eus ar grennarded an nor a gemeras ;
’Vel ur c’hig war e glud em flas me a chomas.
Prest goude e teuas an daou ganer brudet...
O burzhud souezhus ! diouzhtu ar joaiusted
A welis war bep dremm hag e kement lagad ;
Redek a raed d’an dañs evel en ur bagad.
Kement a glask a oa ’mesk an dud ’vit klevet
Ma voe e toull an nor meur a hini flastret !
Da boent ar « c’hontredañs », pa zistonas er c’hraou :
« Nec’h ha traoù er c’hoadoù... ’n ur vale daou-ha-daou ! »
Ar c’horfoù a eeunas, ar pennoù a sonnas,
Ken na grene al leur ar boteier ’skoas.
Ar sellerien bamet, ha me, war va rastell,
En em zalc’has sioul, sioul evel en ur c’havell.
Pa voe echu an dañs, em c’hlud me a gleve :
« Betek termen ar bed war o lerc’h ni ’redfe ! »

Kanomp, kanomp paotred ! kanomp da virviken
Eñvor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !

Ur bloavezh, da foar Mark, e kanton Uhelgoad,
E oan aet gant va zad da gerc’hat ur garg koad,
Da c’hortoz an distro ’valeen en dachenn
E-lec’h d’abardaez-noz e oa un abadenn.
Daou baotr a Blouie, paotred ar re Wellañ,
’Gase an dañs en-dro gant an tonioù bravañ,
Pa lavaras Laouig da Yann, e gamalad :
« Tro en-dro, jabadao ! Distag deomp ar C’himiad ! »
El leur-gêr e savas evel ur mor a gan,
Ken na glevis kaeroc’h war zouar Breizh-Vihan.
Tud an holl barrezioù a-vern a zeredas,
Dañs paotred Plouie prim a beurachuas ;
O c’hanerien zoken a chome sebezet...
Er C’hres va c’henvroiz ’vije bet kurunet !
Ar pezh na soñjen ket diwezhatoc’h kontañ
Ez on eürus bremañ o c’hallout her skrivañ.

Ya, ya, meulomp, paotred ! meulomp da virviken
Eñvor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !

 

1 lesanvet Yann ar Greiskêr