E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
N’oufed amañ tremen hep soñjal en enkrez,
En dudi bet ’n hon raok ab’oe ma’z eus buhez.
N’em zislavari ket, Roc’h kozh, rak da-unan,
Moarvat, en em blijes o welet oc’h ehan,
Gourvezet ouzh da droad, en o limouzinenn,
Mesaerien ar menez, o deñved ’n o c’hichen.
O hun ne veze ket atav didrouz ha c’hwek :
Dindan skleur ar stered koubloù bleizi naonek
Gant o sell lugernus ’dostae a-wechoù
Ouzh al loened tener, bodet er ribouloù.
Ar chas a razailhe ha mouezh ar c’herniel-boud
Diwar veg ar reier a roe da c’houzout
E rede, tro-war-dro, spouronus d’ar maezioù,
Drastus d’ar tropelloù, preizherien, gwir diaouloù
Met, en despet da se, pet mintin zo bet test
Eus marv einigoù ’doa talvezet da fest
Da vleizi degouezhet gant harp sioulik an noz,
Pa vez pep krouadur en douar o repoz !
Gwelet ho peus ivez ar pezh na welomp ken,
Marradegoù strivus ha poelladoù an den
E gwaremmoù Flagouz, pa gaved en tiez
Irc’hier leun a segal ’vit bevañs ar bloavezh.
Pebezh gouel dirazout, touzet pep lodenn-varr,
Pa veze ar gouren etre gwazed dispar
Evit gounit ar maout a roer d’ar gwellañ,
D’an hini a varre en ur c’hrog buanañ.
Pemzek, ugent troatad a-hed, a ledanded,
Rannet, er mintinvezh, gant kouerien dibabet.
Ez kichen, o Roc’h kozh, ken ne gaver marrer ;
E lec’h zo kemeret gant an troc’her gouzer.
War nebeutaat ez a o-unan an deñved...
Ne chom ken en o sav nemet da vein kalet !
An tremeniad diouzhit a zistro hep sellout...
Leal, me ne fell din dont da’z tianzavout,
Ha, pa na gouezho ken e kleuz da zivskouarn
Nemet leñvoù skrijus sutell an hent-houarn,
E mordrouz an avel em c’hlevi o kanañ
Ez meuleudi, o Roc’h, an tonioù ar bravañ...
Ar brug, al lanneier a gemmesko o mouezh
Evit lavaret dit ez out eus hon lignez.