ar Arc’h kozh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 26/01/1919
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an aotroù abad Frañsez

Pep tra, pep brud, eta, a dremen er bed-mañ :
Er solier, o arc’h kozh, bremañ eo da gavan,
E-kostez ar c’heuneud pe dindan ar c’holo,
Goloet a boultrenn, preñvedet, divalo,
Ha nann, evel gwechall, e gouloù-dor an ti,
’Kichen ar pep bravañ eus an arrebeuri.
Ne c’houl’er ken gwelet da botailh goveliet,
Torret, debret a vergl, ha da goad kizellet,
Kollet gantañ e goar, ned eo mui lugernus.
O izelidigezh, na pegen damantus !
Ankounac’haet, siwazh ! e-giz kalz a draoù kozh,
Warnout, paourkaezhik arc’h, ez eo kouezhet an noz.
Pep tra a dle mervel... Uzañ ’ra an arem.
War-lerc’h da oberour ne chom anv na glemm !
Evit gwir, da zoare ha ned eo ket hon stad,
Pa zarc’haou ar gozhni war hon bloavezhioù mat ?