Alan Barv-Rouestlet

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 09/11/1919
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

En teñvalder ’laosker kadarnded hon Breudeur,
A harpas mab-bihan kon Gwened, Alan Veur,
Pa zouaras amañ da ziframmañ hon Bro
Diouzh yev al laeron-vor, an Normaned garv.
Met ni holl Vretoned, saludomp o eñvor ;
Rak, izel hag uhel, ez oant tud a enor,
Truezus d’ar gwalleur, kalonek e pep giz,
Ha, pe vern o anv, gwir Gelted, gwir Vreizhiz !

Ar walenn ar gwashañ war Vreizh a oa kouezhet :
Gwel’t a reer en aodoù ar bagoù dilezet ;
Er c’hêrioù an tiez serret, didan, goullo ;
Ar venec’h o kuitaat o mousterioù afo ;
Ar c’houerien o c’hounit ar menez, ar c’hoadoù ;
An tan-gwall o teviñ mererioù, ilizioù ;
Al loened dianket er porzhioù o vlejal,
War treuzioù an dorioù ar chas keizh o yudal.
Kement a zismantroù war Arvor a reue*    [zeue ?] 
Ma rankas he leuskel Matudoe, he roue.

Amzer a dremenas. Siwazh, pebezh diroll !
Meur a hini ’varne ’z oa sonet eur hon c’holl.
Penaos saveteiñ Breizh ? E-barzh e abati
Kêrig Landevenneg, ur beleg ’n ur bediñ
Dirak ar gwastadur en-dro dezhañ ledet,
Test da zic’halloudezh e genvroiz flastret,

A lâre na gavjed d’ar stad-se ken termen
’Met ’n hon nerzh hon-unan, hag e Doue hepken !
Deus Bro-Saoz e c’halvas mab-bihan ar roue,
’N hini ’n doa argaset kentoc’h gant e gleze
Paotred an Hanternoz. War ger manac’h Arvor,
Alan Barv-Rouestlet a savas en donvor.

Hep aon rak ar garreg, eeun war-zu ar C’hreisteiz,
Displeget o gouelioù al listri a rede.
Warno, moarvat, ez oa ouzhpenn ur merdead
E spered entanet gant ar c’hoant d’ober mat,
Da deurel prim er-maez ur rumm tud digristen
A stlabeze o Bro, ’voe gwerc’hez betek-henn.
’Vel-se, pa dostaont da ribloù tevenn Dol,
E tiskennont en aod, evel un avel foll,
’Vit kouezhañ hepdale, da boent ur pred eured,
War an enebourien a c’houient dizarmet.
An Normaned mezv a voe lakaet a blad :
Er palud, tro-war-dro, redek a rae ar gwad.
E Sant-Brieg, Naoned, goude emgannoù taer,
Hon re-ni a chomas e kalon an div gêr.
Neuze, al laeron-vor a bella spouronet,
Hag o tiskenn al « Loar » e c’heller o gwelet.

An devezhioù war-lerc’h, e pep kêr, e Bro-Vreizh,
Ar pobloù diboaniet a veule en o c’hreiz
Daou zen ha daou anv hiviziken staget :
Abad Landevenneg, Alan Barv-Rouestlet !