War an hent

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 13/12/1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m mignon ar Yeoded-Bocher

Meinek eo an hent, strizh ha tenn :
War an daou gostez betek penn
E sav drez ar vodennadoù,
Stankoc’h eget ar bokedoù.

Sellit, hag e weloc’h daou zen,
A-hed an hent-se o tremen :
Unan a bign gant ar grec’henn,
Hag egile zo o tiskenn.

An hini a bign en deus mall
Da zegouezhout gant an tu all :
Ar c’hwezhenn a ruilh war e dal,
Met ne fell ket dezhañ gedal.

Redek a ra, ’vel o nijal,
Betek ar stêr gwenn o trouzal :
War e giz e-lec’h souzañ tamm,
Gant tizh a-dreist ar stêr e lamm.

Nemet pa wel war ar c’hleuzioù,
Ar spernenn-wenn koant he bleunioù,
Neuze e c’hortoz ur pennad,
Evit kutuilh bleuñv a c’hwezh-vad.

    ***

Met an hini ’zo o tiskenn,
Sellit pegen moal eo e benn :
Bale a ra, krommet e gein,
E dreid o stokañ ouzh ar vein.

Gant aon ne deufe da gouezhañ,
War e benn-bazh e rank pouezañ :
Her gouzout a ra, mar kouezhfe,
Biken mui sevel ne c’hellfe.

    ***

An hent-se zo evit pep den
Eus hent ar vuhez ur skeudenn :
O pignat emañ Yaouankiz,
Ha c’hozhni a deu war he giz.