an Hent

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 09/04/1916
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m c’henvreur, Loeiz Herrieu, ar barzh labourer

An heol abred zo diskennet
A-dreñv an dremmwel brumennet ;
Ha liv brizh an hent bras a droc’h
Etre douaroù teñvaloc’h.

An hent ! Daoust da belec’h ez a ?
Piv ’oar e dermen diwezhañ ?
Ha piv ’oar eus pelec’h eo deut
Dre vroioù druz, dre vroioù treut ?

Ma na weler ken, e klever...
Trouz a zaston en hor c’heñver.
– Daoust piv ’out-te, beajour noz,
A deu da boent an norioù kloz ?

Kreñvaat a ra trouz e heklev...
Gedomp !... N’eo ket evidomp eo ;
Pellaat a ra ’trezek e di
Gant hent bras an dremenidi.

Hor c’hi a laosk ur chalpadenn,
Hag an avel ur c’hwezhadenn ;
Gortoz pelloc’h ’dalv ket ar boan,
Prennomp an nor ha debromp koan.

    ***

Nag e seller ouzh an hentoù,
Gant daeroù zoken a-wechoù ;
Ar re ’zo aet kuit dre aze
Ne zistroint mui marteze !

Rak n’int ket aet evit pourmen,
Met da harz ouzh enebourien
Lezenn an diaoul e-barzh o c’hreiz :
Ha d’o c’hannañ oa ret tud Breizh !

    ***

Pa vo deut o labour da benn,
Te eo degaso deomp laouen,
Hent bras ; hag e taoulinimp c’hoazh
Ouzh ar c’hoaz-hent, e-tal da Groaz !

    eilh* artilheri an Inizi,    [?] 
        Brest