ar Vernigenn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

       D’an hini a oar evit piv emañ

Gwelet em eus un dra hep par :
Ur garreg sonn war he divhar,
Ha tro-ha-tro mor e kounnar ;

Hag ar garreg, – uhel he fenn,
A oa staget diouzh he c’hroc’hen,
Bihan-bihan ur vernigenn.

Digabestret ha didruez
An tonnoù divent a darzhe…
Met ar vernigenn a zalc’he.

Ha setu deut ar mor d’arsav,
Hag ar gaezh vernigenn tanav
D’ar roc’h a oa staget atav.

Ar vernigenn a oar kregiñ :
’Zioc’h ar roc’h emañ war e gein,
Tra ne c’hello he distagiñ…

Ama, n’en deus netra gwiroc’h :
’Vel ar vernigenn war ar roc’h,
Ma c’halon zo staget diouzhoc’h !