Pedenn en teñvalded (3)
« Loquere, Domine, quia audit servus tuus. »
(I Reg., lib. sam., III, 10)
Komzit, komzit, ma mestr : Ho mevel a selaou.
Me ’savo, me ’gerzho. Lârit din ’menn71 monet ;
Sturier dispar, levit ma bag en argolloù,
Ha me ’veulo Hoc’h anv e-mesk ar Vretoned.
O Jezuz, deu’t da chom ennon da virviken,
Hag e c’hoarzhin e-kreiz ar fru, pa savo bec’h ;
Me ’zougo hep ’n em glemm ma samm kozh a anken,
Hag e kanin ’vidoc’h ’enep d’ar Bed a-bezh.
Met na’m dilezit mui !… Pa skoy an dic’hoanag
Warnon, diouzh ma mouezh baour, o ! Na chomit ket bouar72 ;
Dalc’hit ma sell d’al laez, bepred. Rak
Ma daoulagad ’ra poan dezhe gwelet an Douar…
Hag ha pa ’z-ay ’vidon ar marv hag e Drenoz,
Davedoc’h, o Barnour, e pignin dibreder,
Rak me ’vo bet Hennezh a gane dre an noz
’Vit kennerzhaat ar Feiz e kalon e vreudeur73.
Pariz, 1914
71 KLT pelec’h
72 KLT bouzar
73 W é vreudér