Pedenn ar moraer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

       Da vestr ha da vartoloded an Aquilon, e koun a viz eost 1913, tremenet deomp a-gevret o redek ar mor.

Mestr, troet hor beus ar mor a walarn da c’hevred,
Pennet e biz hag e mervent,
Ha, kaer redek, hon higennoù n’o deus skourret
Pesk ebet hed-ha-hed d’an hent.

El liveoù darempredet gant hon tadoù
Tremenet ’omp ’n ul linennañ ;
Netra n’hor beus tapet ’lec’h m’o doa bagadoù :
Mestr, hor c’halonoù a c’hwana.

Aet ’omp bet er mor gouez ha n[e] ouzer dezhañ95
En hor bro-ni anv mat ebet ;
War-dro deomp e nije fru tonnoù Iwerzhon ;
Pelloc’h war ar maez ez omp bet ;

E kornog pesk ebet nag e reter muioc’h,
Hini n’hor beus lakaet e dalc’h ;
A sol hon truegezh, Mestr, e youc’homp warnoc’h :
Ne gav ket Deoc’h emañ trawalc’h ?

Skuizh eo hon daoulagad o spial tro-ha-tro
Ar mor ha ne ro deomp krouañs ;
Siwazh ! Mar kendalc’h[a], ar bloaz-mañ en hor bro
Ar paour a vo tanav e vevañs.

Ar poanioù hor beus-ni n’en deo ket kalz a dra,
Hag aes er-walc’h o doagn’femp96 ;
Met n’omp ket ’n hon-unan, Mestr : piv a roy bara
D’ar re a zo o sell ganeomp97 ?

O C’hwi hag a sente ar mor diouzh Ho mouezh, kent,
Pa gerzhec’h war hentoù mab-den,
Ho pet truez diouzh ar moraer hag e gerent
A vo, hepdoc’h, beuzet er boan98 !

C’hwi hag a sailh’je ar pesked er rouedoù
War Ho komz gwecharall, O Mestr,
Dalc’hit koun en eur-mañ diouzh Feiz hor gourdadoù,
Bennigit linennoù hol lestr…

Ni a bec’h[a], gwir eo. Ni zo gwan ha dister,
Lies ’reomp Deoc’h displijadur,
Met C’hwi zo Doue ar garantez hag an douster,
Met mab-den a zo Ho krouadur.

Ar groaz a gasec’h kent war ar C’halvar, dre zoan,
Oa pounner ; hon hini ivez :
Micher ar martolod zo ur vicher a boan,
Bemdez ’teu deomp unan nevez.

Bemdez o redek mor war ul lestrig dister,
O stlejal linennoù pe roued,
’Zioc’h ar gornog e teuomp en-dro war ar reter,
’Vel un evn-mor o klask e voued.

Lies ez eomp d’an aod gant hor bagoù goullo99,
Brevet d’ar skuizhder ha d’ar vezh :
Ar mor a zo hor mestr, ni zo e veveli,
’Vel ma kar e ro deomp, dalbezh.

Lies e ve lakaet hor gouelioù a-dammoù,
Gant nerzh diaoulek an avel-ruz :
O ! Anv hor micher-ni zo splann war hon dremmoù,
War hon dremmoù debret d’ar fru !…

Ho pet truez enta, Mestr, diouzh ar martolod,
Diouzh e vuhez a druegezh,
Hag en hor bro du-hont e vo kanet Ho klod
A diegezh da diegezh !

       Er mor, eost 1913, en ur zont d’an aod gant nav fesk, goude triwec’h deiz mor.


95 W dehoñ

96 supporterions e galleg

97 W genem

98 W boén

99 W gouli