Son Nigouden
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
D’ar c’houlz ma veve Nigouden
Skañv-benn,
D’ar c’houlz ma veve Nigouden,
E c’houzañvas gwall blanedenn,
Tra la la la la la la la,
E c’houzañvas gwall blanedenn
Dre ma fazias penn-da-benn.
Faziañ ’reas o tont gwan,
Hep man,
Faziañ ’reas o tont gwan
En ur bed ’lec’h ma pik al lann,
Tra la la la la la la la,
En ur bed ’lec’h ma pik al lann,
’Lec’h ne ve netra ’met gann.
Faziañ ’reas o c’hoantaat
Traoù mat,
Faziañ ’reas o c’hoantaat
Traouigoù flour ha dilikat,
Tra la la la la la la la,
Traouigoù flour ha dilikat,
Hag eñ ne voa ket aes da gât.
Faziañ ’reas o soñjal,
Gwir dall,
Faziañ ’reas o soñjal
E c’hallje, paour ha stummet fall,
Tra la la la la la la la,
E c’hallje, paour ha stummet fall,
Ober hent koulz hag an dud all.
Fall a reas en ur greskiñ
Deskiñ,
Fall a reas en ur greskiñ
Deskiñ d’e spered beajiñ,
Tra la la la la la la la,
Deskiñ d’e spered beajiñ
Ha d’e galon baour hirvoudiñ.
Met ar fallañ taol ma reas,
Biskoazh,
Met ar fallañ taol ma reas,
Oe kuitaat, ur wech erru gwaz,
Tra la la la la la la la,
Oe kuitaat, ur wech erru gwaz,
Ar stad izel ’lec’h ma c’hanas ;
Dilezel ar vicher a gouer
Ken kaer,
Dilezel ar vicher a gouer,
O soñjal kaout diboan e kêr,
Tra la la la la la la la,
O soñjal kaout diboan e kêr
Kalz da douch ha nebeud d’ober.
N’eo ket da verraat ur bluenn
Hepken,
N’eo ket da verraat ur bluenn
’Ve gant Doue laket un den,
Tra la la la la la la la,
’Ve gant Doue laket un den
Ken galloudus ha Nigouden.
N’eo ket evit chom en toulloù
Kampoù,
N’eo ket evit chom en toulloù
Eo bet savet ’us d’hon fennoù,
Tra la la la la la la la,
Eo bet savet ’us d’hon fennoù
Bolzoù don ha glas an Neñvoù.
N’eo ket mat da ren buhez kêr,
Mab kouer,
N’eo ket mat da ren buhez kêr,
Na da wiskañ livadenn gaer,
Tra la la la la la la la,
Na da wiskañ livadenn gaer,
Neb en deus douget chupenn verr.
Ne deuas morse Nigouden
A-benn,
Ne deuas morse Nigouden
Da saludiñ, da vale plaen,
Tra la la la la la la la,
Da saludiñ, da vale plaen,
Da gomz brav ’vel ar vourc’hizien.
War ar paourkaezh disgwriziennet
Bepred,
War ar paoukaezh disgwriziennet
E chomas ar merk garanet,
Tra la la la la la la la,
E chomas ar merk garanet
Deus ar maezioù ’lec’h oa ganet.
Hag en e galon e talc’has,
Allaz,
Hag en e galon e talc’has
Da son noz ha deiz ’vel ur c’hlaz,
Tra la la la la la la la,
Da son noz ha deiz ’vel ur c’hlaz
Keuz diremed ar parkoù glas !