Digoret eo dor an deiz 
Gant aelig ar garantez, 
Ha kemeret e sae gaer 
Gant an oabl glas ha seder ! 
    Hirie ’mañ an eured 
Etre tud hag en em gar ; 
    Hirie ’vo eürusted 
    War hon samm douar. 
 
    Evel pa vefe an Neñv 
Diskennet war vro Gerne, 
E tiston en aer laouen 
Mil mouezh ha mil kanaouenn ; 
    Gant an heol e lugern 
Glasoc’h-glas ar menezioù, 
    Ha dre holl e tregern 
    Son ar binioù.
 
    Ar c’hleier o tont en-dro 
’Gas ar c’heloù dre ar vro : 
Fant ar Fur ha Per ar Fav 
A zo dastumet o daou. 
    Ken lirzhin o doare, 
O tistreiñ diouzh an iliz, 
    ’Vel mousc’hoarzh ar beure 
    O pokat d’ar glizh. 
 
    Meur a lagad a vrumenn 
Deus o gwelet o tremen, 
Unanet ’vit ar vuhez 
Ha benniget gant Doue, 
    Eñ terrupl ha pounner, 
E benn gantañ sonn d’an nec’h, 
    Hi koantik ha tener, 
    Harpet war e vrec’h. 
 
    Pegen brav ’int o vale 
Krog an eil ’dorn egile, 
Skrivet en o daoulagad 
An dudi hag an eurvad ! 
    Pegen kuñv e c’hoarzhont 
O selloù gante stoket, 
    Pegen skañv e kasont 
    Tro-zañs ar boked ! 
 
    Daouzek taol a zo savet, 
Eizh kant a dud ’n em gavet, 
Gwisket holl en o granañ
’Vel o tont da bardoniañ ; 
    Kement a oa pedet, 
Kar, amezeg pe mignon, 
    Zo buan deredet 
    Laouen o c’halon. 
 
    Ouzh an daolioù e preder 
Kaozeüs ha dibreder, 
Ar paour ’tal ar pinvidig, 
Ar c’hozh ’tal ar bihanig ; 
    Ha chistr tomm Breizh-Izel, 
Diskennet er c’haliroù, 
    A lak war bep muzell 
    C’hoarzh ha marvailhoù. 
 
    Neuze ’sav mouezh ar varzhed 
D’enoriñ an daou bried, 
Da ganañ de’ meuleudi 
Ha kaerder o c’hevridi ; 
    Da c’houlenn evite 
Digant Mestr bras an Neñvoù 
    Eürusted, karantez 
    Ha bugaligoù. 
 
    Ha da zañsal adarre 
Tra ma vo gwelet bale, 
Tra ma c’hwezh ar sonerien 
Diwar lein o barrikenn : 
    Ebatiñ ’ra hirie 
Pep hini deus ar wellañ ; 
    ’Benn warc’hoazh marteze 
    ’Vo lec’h da ouelañ. 
 
    Ha ’pad an noz e reno 
Koroll ha kanaouennoù ; 
Ha, war daol an hanternoz, 
E vo hervez ar c’hiz kozh 
    Kanet soubenn al laezh 
Da zegas d’an dud eured 
    ’Vit o c’hentañ nozvezh 
    Soñjoù alaouret. 
 
    Dalc’hit da ren dre Gerne, 
Gwir euredoù rouanez : 
C’hwi ’brient d’ar paourkaezh kouer 
Dudi ur wech an amzer ; 
    C’hwi ’lak en e spered 
Sked un tammig sklêrijenn 
    ’Vel ma c’hoarzh ar stered 
    En deñvalijenn.

Ds Plouigno, 10 a Vae 1903