Pedenn da Santez Anna Wened

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
→ Ar bedenn-mañ a zo an trede lodenn eus Da Santez Anna Wened.
Mamm da Vari, mamm-gozh da Vab Doue,
Prizit war Vreizh taol ur sell a druez ;
Ho pet eñvor, Santez Anna Wened,
Emaoc’h ivez mamm an holl Vretoned.
Hon stad zo kriz, hon labourioù kalet,
Ha paourentez noz-deiz ’korn an oaled ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit nerzhus kalon ho Pretoned.
Goapaet a vez ar spi ’ra deomp gedal
Deus hon foanioù digoll en ur bed all ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit ’n he za feiz gozh ar Vretoned.
Yezhoù nevez, yezhoù deus a bep bro
D’hon brezhoneg a glask reiñ ar marv ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Diwallit mat yezh kaer ar Vretoned.
Diwar-benn liv ha diwar-benn gerioù
E sav brezel war maez hag ar c’hêrioù ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Grit ma chomo breudeur ar Vretoned.
Ma ’n em gavimp, un devezh da zonet,
Da virviken eürus hag unanet
En-dro d’hon mamm, Santez Anna Wened,
Er baradoz, gwir vro ar Vretoned !